Meur a Italian zo deuet d'An Oriant etre an daou vrezel. E-leizh anezho a oa sevel tier o labour. Ha me 'm eus dalc'het soñj bezañ gwelet kirri-samm o embregerezhioù alies a-walc'h.
Doare tier eus an Itali a oa degaset ganto, dreist-holl pa veze o sevel evito o-unan.
Setu ti-kêr An Oriant hag Italia-Morbihan oc'h aozañ ur weladeg. Disadorn (d.l.e. 'benn warc'hoazh !) d'an 7 a viz mezheven e vo. Emgav da 15 eur, e Keryado e-tal an iliz Santez Teresa. Ur c'harr-boutin a vo. Hag ur skod ivez : 5 pe 3 euro 'm eus ket soñj ken. War dro 1e30 e pado.
Bon! Dav e vo din tapout ar skeudenn pa vo an heol o parañ ouzh e dalbenn d'an ti!
Lire la suite "An Itali en Oriant" »
Da betra a dalv ur yezh vihan ? Lennet 'm eus an arroudenn-mañ en ur romant e Daneg. Un tammig dic'hortoz e oa din ar pezh a lavar ar skrivagner. Marteze e talve ar Brezhoneg d'un dra heñvel gwechall.
An Daniz ez eus anezho ur ouenn vihan er penn pellañ eus ar bed anavezet. Arouez boutin o gouenn eo o yezh. Dre o yezh eo en em anavezont an Daniz. An estranjourien a gomz gant pouezioù-mouezh. Ar gwir Daniz gant rannyezhoù. En em anavezout a reont dre arlivioù tregasus fals-mousfent o yezh-vamm. En em weleadiñ an eil egile a reont dre arlivioù didroapl ar yezh. Hag int douget gant ur meizerezh hag ur mousfent boutin roet da glevet.
(Leif Davidsen
Lime's billede)
Lakaat a ran an destenn danek ivez pellikoc'h bete gouzout e teufe unan bennak hag a oar ar yezhig-se :-)
Lire la suite "Yezh ur ouenn" »
Ar pep brasañ eus an dud a rumm ganin o deus bevet gwelloc'h eget o zud. Heñvel dra gant ar re-mañ. Gwelloc'h o deus bevet eget hon tud-kozh. War a seblant ne vez ket heñvel evit hor bugale, siwazh.
Emaon o paouez lenn ur pennad e saozneg maz' eo kontet bec'h tud yaouank zo, en o 20-30 vloaz, en Europa...
Lire la suite "Ne vevont ket kenkoulz hag o zud" »
Setu ma oa stanket An Drinded-Karnak gant ar besketaerien e-kerzh Spi Ouest-France. Bet on dec'h o reiñ un taol-lagad. E Sant-Feliber e oan pa oa c'hoarvezet. Ha me mont da welet ...
Tud ar regatoù, harzet d'ober o redadeg, a oa an ostalerioù leun-tenn anezho. Ur radio, France-Bleu marteze, a oa klevet o skignañ war-eeun war ar c'hae. N'em eus ket
gwelet ar fun a oa lakaet a-dreuz ar stêr.
Bodet e oa ar bagoù-pesketa
ouzh penn ur chaoser.

Lire la suite "Stanket porzh An Drinded" »
Bet e oan o teuler ur sell d'al loc'h e-kichen al lec'h m'emaon o chom pa vezomp e Bro Danmark. Ringkøbing Fjord e vez graet anezhañ (an "ø" a vez distaget "eu"). Ur seurt karrhent 'm eus kavet, a c'heller mont gantañ dre varc'hhouarn. Da sul d'an abardaez, ne oa den warnañ.
Lire la suite "Nijadeg an elerc'h" »
E Bro Danmark, bro ar "flexicurity" ez eus bet harz labour kalet gant re dindan ar stad ...
Lire la suite "Mere i løn - Flere hænder" »
Un abadenn e Brezhoneg zo savet gant ma mignon Joseph war Radio Bro Pariz. Hag eñ o c'houlenn diganin kemer perzh ha kinnig levrioù. O teskiñ ar yezh c'hoazh emaomp hon-daou ! Bon ! Ret e vez neuñviñ pe veuziñ, evel ma vez lavaret !
Lire la suite "Ur wech e oa ..." »
An ti-se, ne deu ket da soñj din bezañ kavet kaer anezhañ pa oan yaouank.
Lire la suite "Deut tres an talbennoù war wel" »
Un deiz em boa lennet ur pennad diwar-benn ur C'Hembread aet kozh hag eñ brudet-mat e-touez e genvroiz rak bleinet mat e oa ar re-mañ gantañ en aferioù o bro. Intereset e oan gant un dra a lavare hervez ar pennad : " He who wants to lead must be a bridge - An hini a fell dezhañ ren a rank bezañ ur pont ".
Lire la suite ""Me a vezo pont"" »
Gant an anoued edon c'hoazh. Dastumet riv ganin e-kreiz ar
vakañsoù-goañv. Un taol tomm ha yen emichañs pa edon oc'h ober
ski-foñs. Setu-me bezañ tremenet an devezh er gêr.
Lire la suite "Lady Chatterley" »
Les commentaires récents