Nijadeg an elerc'h

Bet e oan o teuler ur sell d'al loc'h e-kichen al lec'h m'emaon o chom pa vezomp e Bro Danmark. Ringkøbing Fjord e vez graet anezhañ (an "ø" a vez distaget "eu"). Ur seurt karrhent 'm eus kavet, a c'heller mont gantañ dre varc'hhouarn. Da sul d'an abardaez, ne oa den warnañ.

Tremen a ris ebioù d'un ti magañ visoned dilezet.
Manet eo c'hoazh ar c'hawigelloù ma oa serret ar paour-kaezh loened enno.
Ur vroeneg ledan a c'holo ribl al loc'h. Diwarni e teu ar plouz-to a zo lakaet c'hoazh er c'horn-bro-mañ war doenn meur a di kozh war ar maez ha meur a di vakañsoù nevez.

Spurmantañ a ris elerc'h war neuñv, sioulig. Kentañ gwech din gwelet kement-all bodet asambles.
Darn anezho a gemeras aon ragon. Setu int nijet kuit ! Fromus e oa o gwelet o tibradañ pounner, o divaskell hag o dreid o skeiñ gant an dour !
Re all a oa dispont. Chom a raent difiñv daoust da nijadeg ar gwazi a-zioc'h o fenn.

En tu all d'al loc'h, e porzh kêr Ringkøbing e spurmanter pevar c'horn gwenn al labouradeg Westas, anezhi produerez vrudet rodoù-avel, a vez gwelet meur a hini anezho er gwelva hag ... en dremwell.
Ur pezh mell ti magañ loened ez eus ivez. Chatal pe moc'h ? Gwelet 'vo ... ur wech all.

(An holl albom war Flickr. Da vrasaat al luc'hskeudennoù, klikit war ar sin "+" a-us dezho.)

N.B. Distroet e Frañs 'm eus gwelet er skinwel skeudennoù hag a degase soñj din em fourmenadenn. En un abadennig diwar-benn park rannvroadel Ar Briver e veze displeget e vicher gant ur plouz-toer : "ret eo kizellañ ar plouz war an doenn" emezañ. Ur wech all e klemme tud o chom e-kichenn ur park rannvroadel all peogwir e oa re a elerc'h er c'horn-bro. "Debriñ a reont an trevadoù." emezo !

Mere i løn - Flere hænder

E Bro Danmark, bro ar "flexicurity" ez eus bet harz labour kalet gant re dindan ar  stad ...

Lire la suite "Mere i løn - Flere hænder" »

Ur wech e oa ...

Un abadenn e Brezhoneg zo savet gant ma mignon Joseph war Radio Bro Pariz. Hag eñ o c'houlenn diganin kemer perzh ha kinnig levrioù. O teskiñ ar yezh c'hoazh emaomp  hon-daou ! Bon ! Ret e vez neuñviñ pe veuziñ, evel ma vez lavaret !

Lire la suite "Ur wech e oa ..." »

Deut tres an talbennoù war wel

Dsc01022_web1 An ti-se, ne deu ket da soñj din bezañ kavet kaer anezhañ pa oan yaouank.

 

 

 

 


Lire la suite "Deut tres an talbennoù war wel" »

"Me a vezo pont"

Un deiz em boa lennet ur pennad diwar-benn ur C'Hembread aet kozh hag eñ brudet-mat e-touez e genvroiz rak bleinet mat e oa ar re-mañ gantañ en aferioù o bro. Intereset e oan gant un dra a lavare hervez ar pennad : " He who wants to lead must be a bridge - An hini a fell dezhañ ren a rank bezañ ur pont ".

Lire la suite ""Me a vezo pont"" »

Ar Mabinogion

Ur gaer a saga geltiek ...

Lire la suite "Ar Mabinogion" »

Lady Chatterley

Gant an anoued edon c'hoazh. Dastumet riv ganin e-kreiz ar vakañsoù-goañv. Un taol tomm ha yen emichañs pa edon oc'h ober ski-foñs. Setu-me bezañ tremenet an devezh er gêr.

Lire la suite "Lady Chatterley" »

Dek lur kozh-noe

Emaon o paouez prenañ ur vandennen elastoplast en ur farmasi amañ e Bro Swis. Ur bilhed deg lur bet roet din gant ma fried e lakaan da baeañ.

Dek_lur_1

 

 

 

Lire la suite "Dek lur kozh-noe" »

Distro d'an erc'h

Un ugent pe dregont vloaz a oa abaoe n'oamp ket bet o vakañsiñ er menezioù er goañv. Er bloaz-mañ en deus bet ma fried c'hoant braz da welet an erc'h. Setu-ni amañ e Crans-Montana.

Lire la suite "Distro d'an erc'h" »

Korf gwez

Pa oan o lavaret "kef ar wezenn" ez eus bet lavaret din gant ur vignonez eus Ti ar Brezhoneg : " gwell e vefe lavaret : korf ar wezenn".
Marteze emañ ar gwir ganti :

Dsc00888_recadr

Un dra vat goude holl ?

N'eo ket pep hini o ouelañ abalamour d'ar Bourse bezañ deut war a-dreñv. Bez ' ez eus un den hag a gav dezhañ eo un dra vat goude holl.

Lire la suite "Un dra vat goude holl ?" »

Bleunioù ar goañv

Amzer mod Breizh hiziv : glav hag avel klouar. ...

Lire la suite "Bleunioù ar goañv" »

Petra zo c'hoarvezet gant hor peorion ?

Emaon o paouez lenn ur pennad er Figaro diwar-benn darempredoù etre Afrika ha Bro Gina : “Pennoù-bras Afrika boemet gant Bro Gina". N'eus ket pell ...

Lire la suite "Petra zo c'hoarvezet gant hor peorion ?" »

hanter c'houllo

Meur a wech on tremenet e-biou d'an ostaleri-se ha me bet dalc'het er-maez gant gwel ar vogedenn fetis a oa e-barzh.
Hiziv, digoumoul an oabl, ez an tre.

Lire la suite "hanter c'houllo" »

Ar "sivilizasion"

Emañ Sarko gant ar "sevenadurezh" (*) eta. Evel-just ez eus kazetennerien hag a gav dezho eo leun a vosac'h pe bompus an tamm doare nevez-se. Setu ar paotr Guaino, an hini a skriv e brezegennoù d'ar prezidant, oc'h en em zifenn hag eilgerañ en doa kavet ar meizad-se er skridoù an Aotrou Edgar Morin.
M'eus ket klevet lavaret e vefe bet anv eus BlogYann gantañ :-) Pec'hed eo ...

Lire la suite "Ar "sivilizasion"" »

ar brug hag al lann

Furnez an dud

Liv an amzer e Breizh

Keloù digant an ABP