Accueil | février 2005 »

Saloñs an embregerien Pariz

(ho tigarez evit live ar brezhoneg ... difaziet e vo tamm ha tamm ... ho sikour degemeret mat)

Saloñs an embregerien Pariz zo bet dalc'het d'an 26-27-28 a viz Genver.
Bisitet 'm eus anezhañ. C'hoant am boa da gentañ da welet petra a oa graet evit Breizh ha penaos.
Teir stal e oa :

  • « Postiñ e Penn-ar-Bed » (Investir en Finistère),
  • Ajañs Diorren Aodoù an Arvor (Agence de développement des Côtes d'Armor)
  • ha Bro Kreiz-Breizh ar C'hornog (Pays du Centre-Ouest Bretagne). En em astenn a ra Bro KB war an tri departamant (22 29, 56) Tro dro Karaez, Gourin, Kallak ...

O tremen e-biou stal Kreiz-Breizh e oan pa 'm eus klevet eur paotr e o c'helver ac'hanon.
- Kollet ho badge ganeoc'h emezañ
Toullañ a ris kaoz gantañ. André Lamandé, Maer Guiskrif e oa.
En ur ziskouezañ e barrez din e komzas eus aerborzh Guiscrif.
- Goullo awalc'h bremañ. Bec'h warnomp kavout oberiantiz dezhañ.
Goulennet e oa bet sevel anezha gant an aotrou Baudoin, a oa o staliañ ul labouradeg yer er vro.
Aet stal an Aotrou Baudoin da fall. Adkemeret e embregerezh gant Glon. Miret ur 400 bennak eus an 800 goprad.
Ha n'eo ket bet kavet da implij mat an aerborzh, a zo un aerborzh-afer.
- Kaer ha sioul Bro Kreiz-Breizh. Tud awalh aet skuizh gant Pariz. eme ar maer.
Setu emañ Kreiz-Breizh o klask sachañ lod anezho. Peget war un daolenn e oa kinnigoù stalioù vak.

N'ouzon ket penaos e teuas ar gaoz war dachenn ar brezhoneg. Lavaret a reas ar Maer din e komze nemet brezhoneg ken na voe seizh vloazh. Eskemm a rejont un nebeud frazennoù. Lavaret a reas din en deus sekretour ti-kêr Guiscrif eur vestroniezh war ar brezhoneg. Ne oa ket bet gopret abalamour da se. Met plijet eo ar maer gant se. Hag eñ brezhoneger a vihanig eus ar Faouet o kompren brezhoneg standard e sekretour.

Bet on da brezegenn Ajañs diorren Aodoù an Arvor. Fellout a ra d'an ajañs sachañ embregerezhioù-servij. Diouer zo en departamant. Peurgetket war dachenn servijoù d'an embregerezhioù.

Ar prezeger a oa Jean-Charles Minier e anv. Divroadet eo e-unan eus Pariz.Gantañ e oa Patrick Duhamel a zo deut bloazh pe zaou zo da sevel e stal en hor bro.
Setu an arguzennoù kinniget gant Jean-Charles Minier :

  • kalite ar vuhez e Breizh
  • gourhenchoù digoust, an Treñ Tizh Bras
  • neveziek eo ar 22. Buan e vo aveet tout an departamant gant ADSL
  • daou teknopol : unan e Sant Brieg (yec'hed ar boued) hag unan all e Lannuon (Pellgehentiñ)
  • kresket eo bet implij gopret gant 23% abaoe 10 vloazh
  • krouadennoù an embregerezhioù fonnusoc'h eget e Frañs a-bezh
  • met n'eus ket bet trawalc'h a grouadennoù war dachen ar servijoù. Setu plas ez eus. Youl gant an departamant da ziorren ar rannad-se.
  • Sant Brieg e kreiz ar C'hornog bras. N'emañ ket pell eus Enez Frañs
  • Binvigioù lakaet e-kerzh ar c'hrouerien-embregerezh : magerezh, lec'hiennoù internet evit adkemer embregerezhioù zo ha kavout tier vak, skoazell Créarmor, devezhioù aferioù, roll ar servijioù...

Testeni Patrick Duhamel.
49 bloazh dezhañ. Krouet en deus un embregerezh saveteiñ ha diellañ ar fedoù. Mat eo ar koulz-mañ pa emañ an embregerezhioù Breizh o tont da c'houzout eo sañsupl al labour-se.
Bevet en doa e-pad pemzek vloazh e Bro Iwerzhon. Karet a ra speredenn an Iwerzhonidi hag adkavet en deus anezhi e Breizh. Plijout a ra dezhañ buhez ar sevenadur e Sant-Brieg (Art Rock) ha Roazhon.
Darempredet en deus an emvodoù aozet gant aozadur pe aozadur an departamant. Mod-se en deus kavet buan awalc'h pratikoù. Hag eo bet degemeret gant metoù embregerien ar vro. Kemer a ra perzh ivez  e  Plato, ur c'hlub europeat embregerien yaouank anezhañ, a orin eus Bro Flandrez, hag ez eus ur strollad anezhañ en Aodoù an Arvor.

Da echuiñ: un dra on bet gwall plijet ganti. Aozañ a ra Aodoù an Arvor kalzig a emvodoù da reiñ tro d'an embregerezhioù da zibab ho pourchaserien war o zro ha n'eo ket klask pelloc'h. En ur gleved an dra-se, em eus soñjet e kerseenn ar c'hopridi Medirest e Rostren.

Kontañ istorioù da gas hor menoioù war raok ?

Klevet 'm eus eo bet krouet un embregerzh-ali un tammig ispisial e Bro Danmark.
Aliañ a ra embregerezhioù all evit implij istorioù en o c'hehenterezh. Kehenterez diabarzh pe diavaez.
Da skouer : istorioù a vefe degouezet en o buhez.
Karet a rafen klevet un tammig ouzhpenn diwar benn an intrudu-se.
Soñj 'm eus bezañ kontet istorioù a-wezoù em labour a-benn bezañ komprenet pe gas menoioù war-raok.

peseurt yezh ?

Hervez Favereau, eo brezhoneg yezh nes, yezh kreiz don donañ ar vrezhonegerien.
Bon !
Evidon-me eo brezhoneg ur bed all. Ur bed 'm eus c'hoant  en em santiñ digabestr ennañ.

A dreuz Kreiz-Breizh, o vont da welet Strollad ar Vro Bagan

Disul d'an 7 a viz du e oan bet da arvestiñ strollad c'hoariva Ar Vro Bagan e Sant Martin war ar Maez. Divizet em boa da weladenniñ ar vro en ur vont di. Setu e kemeris penn an hent a-dal an derc'hent war-dro kreisteiz. Difrae e ruilhis betek Mur a-benn bezañ e koulz da gavout merenn eno. Spurmantiñ a ris ur (c'h)café-restaurant doare dezhañ bezañ a-feson, pa oa meur a garr parket dirakañ.
Lirzin ha chichant an oztizez hag he merc'h. Lakaet e voen gant ar mamm ouzh un taol a oa dija ur c'houblad en o c'hoazez outi. Toullañ a rejomp kaoz diouzhtu. Ur c'har eus Bro Holland e oan o paouez gwelet. Hag int bras ha korfek.  Setu me da soñjal e oant eus ar vro-se. Met eus Paris e oant avat, deut da dremenn vakansoù er c'horn-bro en o zi. Bet a-ziwar-lerc'h tud ar gwaz. Hegarat ar gaoz. Un tamm souezhet anezho gant ma rambreadenn ma-unan a-dreuz Breizh. Braw ar vro emezont met distro o zi war ar maez. E soñj e oant prenañ unan all war an aod e sell d'o retred.
Bez e oa ivez ur strobad tud o tebriñ a-gevred. Merket a ris Annaïg Renault en o zouez. Emichañs un emvod bennak eus tud sevenadur Breizh pe skolveuridi.
En ul lavaret kenavo e hetas an oztizez ur bourmenadenn vat din.
- Brav ar vro emezon.
- Ya, kaer eo Breizh ! Alies e vez lavaret se din gant touristed zo,  kavet ganto lec'hioù brav-brav, emezi.
Mont a ris da gaout an ostiz a oa a-dreñv an daol-evañ :
- Gwelet em eus meur a c'hrav war an hent en ur zegouezhout e kêr. Pelec'h emañ an hini ken brudet ? a c'houlennis gantañ.
- War hent Sant-Brieg emañ. N'ho peus nemet mont dre aze. Goude bezañ tremenet e-biou ar chapel, tapit ar ru kentañ war an tu zehou, emezañ. 
Hag eñ o c'houlenn ganin :
- Gant ho pelo emaoc'h ?
- N'emaon ket, emezon
Kemer a ris penn an hent da glask ar c'hrav «mojenn».
En ur dreuziañ al leur-gêr dirak an ti-kêr e veizis kirri eus ar pemp departamant parket eno gant tud an emvod moarvat. Pegoù-sun Kendalc'h ouzh unan bennak anezho. Degouezhout a ris war vord un draoñnienn ledan ha don a-walc'h. Hag hi troc'het a-skouer gant an hent war-eeun anezhañ. Eno e oa ar «mur» klasket ganin war a seblant. War pehini eus an div roz ? N'ouzon ket.
E don an draoñnienn e treis war an tu kleiz da gemer hent Sant Nikolas ar Pelem. Lakaet em boa ma soñj da visitañ bro «liv ruz an hesk» ma c'hoarvez enni jeu al levr-se gant Yann Gerven. Lod eus Kerne-uhel eo.
En ur zont tre e kêr St Nikolas e lennis war ur skritell : «mirdi skol Bothua». Iskis e kavis an anv-se, Bothua. Seniñ a rae evel anv ur gevridigezh estren a vefe gouestlet d'ar gelennadurezh. Treiñ-distreiñ a ris e kêr un tammig d'he gweladenniñ. Poan am boe o kavout hent ar mirdi. A-benn ar fin e tivizis kendelc'her mont dre un doullenn goadek. Dizale e lennis Bothua war ur bannell-hent. Ur barrez e oa ! Tristik un tamm ar vourc'h. En ur ober un droig er parkeier e tizolois ar vered a-dreñv an iliz. Skoet war ar maez, kempennet brav. Renket an tier a-hed ur ru eeun e vizitis ar geriadenn ganti. E penn all un ti mod gall. Diwar ar maez, e weled ur voger-dro uhel a oa ur savadur bennak harpet outi. Feson an atantoù en Enez-Frañs. En ur addreuziñ e welis un nor er voger dall. Ur skritell a oa : «mirdi skol ar republik war ar maez». Dont a reas da soñj din eus ur pennad e OF pe TGM. Kinniget e oa kemer perzh e klassoù renet mod kozh. Met ne oa digor nemet e-pad ar mare-bloas-touristañ. Forzh penozh n'em boa ket c'hoant. Meizhout a ris koulskoude arouez-se an tamm distro d'an amzer tremenet, a verzhed e raktres Fillon ivez. (skolidi diwan Roazhon zo bet ivez e Bothua : lennit)
Tremen a ris dre Sant-Nikolas adarre en ur vont war-zu Kergrist-Moelloù, ar parrez tostañ e-touez ar re meneget e levr YG.
Chom a ris a-sav war leurenn-gêr vras ???. Mont a ris da welet an iliz. En ur c'hloz eo. En he harz ar vered bleuniet beb a vez d'ar mare ma oan tremenet. E toull ar c'hloz war an tu kleiz : ur garnell goloet he leur gant ur bern eskern tud  kempennet mat. War an tu dehou ur c'halvar kaer liespenn-denek. Neuz ur vourc'h zo bet en he berzh gwezhall zo war renkennad an tier a vord al leur-gêr.
Bihan bourc'h Kergrist, bras an iliz savet er XVet kantved.

Da vezañ kendalc'het ha  ... kempennet .... difaziet

ar brug hag al lann