« janvier 2005 | Accueil | mai 2005 »

Daou Sevenadur

Klevet em eus ar pezh a gontan en ur pennad-kozh war Europe 1. Anv a oa eus ul levr diwar-benn sevenadur ar skolidi. Graet eo amañ gant ster en deus "sevenadur" en ethnologiezh.
N'em eus ket dalc'het soñj eus titl al levr nag eus anv ar skrivagnerez.
Ar skolidi a zo ur sevenadur dezho o-unan. Er skolioù "mat" eo hemañ a-du gant sevenadur o zud, o familh ha tud en oad a ra war o zro : kelennerien, renerien skol ha m.o.m. Talvoudekaat a ra o daou ar pezh zo ret evit ma teu o buhez da vat ganto. Er skolioù all eo sevenadur ar skolidi a-enep da hini an dud en oad.
Gwall ziaes eo d'ar skolidi mont digant sevenadur o c'hamaladed. Rak neuze n'int ket degemeret ken er strolladoù ha bandennoù a zo. Ha se zo kalet da c'houzañviñ.
Goulennet en doa ar c'hazetenner gant ar skrivagnerez hag eñ e oa ar skolidi galloudusoc'h eget kent er gevredigezh. Respontet he-doa ne oant ket. Gant ar sort sevenadur-se ne oant ket ken digabestr evel gwechall.

En ur glask tro eus Ablis d'ar Mans

Emaon o vont da Vreizh gant ma c'harr. War gemer penn Gourhent ar C'hornog en Ablis e welan  ur bannell-c'houlou : «gwall zarvoud a-benn 27 km». Aon am eus e vefe ur rouestl el lec'h-se. Gwelloc'h din derc'hel gant an hent-broad (N12) moarvat ha mont tre pelloc'h war ar gourhent.

Louz e vez bord an N12 a-wezhioù, ha louz brein al lec'hioù arsaviñ zoken. Met tostoc'h d'an natur eo an den warnañ. Nijal a ra e-biou da 'm c'hichen al laboused kabellek pe gribellek-se, n'ouzon ket o anv (vanneau huppés ?). En touflez e welan ur gerc'heiz, he liv ludu.

Kement ha bezañ distroet e c'hellfen mont da welet ur gêr bennak hag am eus lennet hec'h (pe o ???) anv war pannelloù zo war vord ar gourhent.

E-touez ar c'hêrioù am eus c'hoant da welet, eo Iliers-Combray an hini kentañ war ma hent. Iliers e oa he anv gwezhall. « Combray» zo bet lakaet ouzhpen abalamour da (b)Proust en deus savet brud eus ar gêrig a-bouez an anv-se.

Disorc'hennet on en ur zont tre e kêr.  E ratre dister emañ an tier a-hed ar ruioù, da weled. Kreisteiz hanter. Didud. Serret ar stalioù. Plasenn an iliz. N'eus ostaleri ebet na restaurant. Ha  kozh Noe an iliz, a dleje sachañ an douristed koulskoude. Treiñ ha distreiñ a ran er ruioù. Karter ebet ma vod an dud. War ur blasennig e welan un dornad kirri parked e-tal ur c'hafe-restaurant-pizzeria.  Marteze 'm eus kavet ar sort restaurant a blij din, ma tebr tud a bep sort ennañ, micherourien, VRP, ... Mat ha marc'had mat ar boued, lirzhin an degemer, ha darempredet an ti diouzh se.

Tu ebet da welet 'ba' hemañ. Livet pe deñval gwer ar varlenn-stal. Setu ez an tre gant un nor ma welan ur skritell "mont e-barzh ar restaurant" outi. E penn all un trepas hir on degemeret gant ar priveziou. Treiñ a ran hag emaon er sal. Engroez ebet 'vat! Un den bennak ez eus ouzh taol. Met tapet on hag e blij din, forzh penaos, al lec'h naet ha sklaer hag an ostized a-feson. Un daol zo diskouezet din gant an ostizez.

En ul lenn roll ar meuzioù e troan ur wezh ouzhpenn! Diwar ar "Bourguignon de kangourou" zo lakaet "meuz an devezh" 'vat ! Hag ez an gant un andouilhennig " eus Troyes". Mousc'hoarzin splan a ra an ostizez. Kevrin. Abuziñ a ran ma amzer em urzhiataerez-c'hodell hag e draoù e brezhoneg. 

Kinniget brav  ar meuz zo o tont. Ober a ra yac'h kalon an den. Me 'gav din, da welet, hag e kavan mat anezhi da zebriñ ivez.

En ur zont er-maez, ez an da lenn ur skritell am boa taolet pled en ur zon tre. Peget eo ouzh moger uhel liorzh un ti braz. Ti moereb Marcel hag he gwas e oa war a lennan. «Tante Leonie» eo graet anezhi gantañ en e oberenn  " War glask an amzer kollet ". En em blijout kalz a rae ar skrivagner eno a-hervez.

Soñj 'm eus  e vez kontet gantañ meur a wezh e bourmenadennou war ar maez tro war dro. Daoust hag eñ eo bet adkavet ha kempennet o hentad gant ar burev-touristañ ? Hiziv n'em eus ket amzer da glask gouzout. Ur wezh all marteze, en Nevez-Amzer, pa vo ar spern gwenn en o bleuñv a oa bet bamet Proust ganto ken e oa. Mard eus anezho c'hoazh !


Da vezañ kendalc'het

ar brug hag al lann