liorzh-anien
Pa oan o labourat e oa ma lec'h-labour e-kichen liorzh Citroen e
Pariz XVvet. Treset e oa bet al liorzh-se gant Gilles Clement , anezhañ a-du
liorzhoù-anien. Savet en deus ar paotr-se ul liorzh all diwar ur fraost, ur pemzek
vloazh bennak dezhañ, e departamant ar c'hCreuse. 'M eus ket bet chañs o welet
anezhañ c'hoazh. Lod mat eus plant ar fraost zo bet miret gantañ,
emezañ, ha lakaet en o zouesk plantennoù all diouzh e awen.
Plijout a rae din mont da bourmen e liorzh Citroen. En ur c'horn eus ar
park zo bet savet seizh liorzhig a zo bep a arouez un deiz eus ar
sizhun. Adkavet 'm eus skeudenn unan anezho. Marteze hini al lun (al loar) gant e
livioù arc'hant.
Un nebeud bloavezhioù zo, on bet e Bro Greta, en nevez-amzer, bleunioù tout ar vro. Hag e pep lec'h liorzhoù mod "Clement" savet gant an natur he-unan.
Lavaret a rae Homer e oa ar "Champs-Elysées" goloet gant milad. Amañ da heul, e Bro Greta c'hoazh, emañ ar re-se o sevel o c'horzennoù hag int abafet evel an anaon zo o tremen eno.
...
E Bro Danmark 'm eus gwelet ar jenevreg-mañ, ur "fraost" na vije netra da gemm enni... (un tamm teñval ar skeudenn siwazh)




Les commentaires récents