Bet o prenañ avaloù e marc'had ar merc'her e Merville en Oriant dec'h. Ur stal zo gouestlet d'ar frouezh-se. Merkañ a ran daou anv n'anavezan ket : "Chailleux" ha "Pilot". Goulenn a ran titouroù da paotr ar stal. "Un aval eus Breizh eo ar Chailleux", emezañ. Ne fell ket dezhañ komz eus ar Pilot, war a seblant. Ha me o lakat Google da vont en dro ha diskoachet al lec'hienn-mañ :
fruits de Bretagne - les mordus de la pomme
a zo ur bajenn diwar-benn ar Chailleux e-barzh
Gouel an aval a vo e Kever disadorn ha disul. Pellik diouzh An Alre, memestra. Gwelet e vo.
Bonjour
Comme je tente de faire un inventaire des Blogs Bretons (qui ont de l'intérêt pour moi)
Je me suis permis de vous référencer:
http://blogsbretons.canalblog.com/
celà ne pose pas de problèmes ?
Cordialement,
Maëlla
Rédigé par : Maella | 07/11/2005 à 17:35