Bet e oan o vale disul a-hed Kanol Naoned-Brest e St Varzhin an Oud. Debret merenn e porzh kozh Le Guénin, en ur restaurant ma oan bet dija ennañ, ur wech m'edon oc'h ober skolig al louarn war hent Pariz. War enaou emañ an TV pa 'h an tre. Ur c'houblad zo hag int an arvalien nemetañ. Emañ TF1 o kontañ bec'h ar bannlevioù. Ha diouzhtu war-lerc'h e teu doare grip ar yer.
«Setu ma 'z eo kontet keloù mat deomp» emezon. Dre hejadenn he fenn e tiskouez ar plac'h e sav a-du.
«Iskis e kavan klevet eus an darvoudoù-se pa emaomp el lec'h didro-mañ» e kendalc'han. Souezh war zremm ar paotr. Aon ganin e vefe tamallet din ober fae war dud eus ar maez.
«Ken sioul eo tro war dro ha me o tont eus an aod e-kichen an Alre. » emezon, nec'het an tamm ac'hanon.
Pa 'z an kuit e teu ur paotr kozh d'am heul. Hag eñ o paouez mont tre koulskoude. C'hoant en deus da reiñ e ali d'an tourist a zo ac'hanon.
«Mar dit war an tu kleiz gant an hent-halerezh, ez erruot d'ar skluz. Treizit ar c'hanol eno hag e kavot ur wenojenn gaer da zont en-dro.»
Kempennet kaer al liorzh tro dro d'ar skluz ha da di ar skluzer. Doare dezhañ bezañ graet war e dro gant an ti-kêr memestra. Kendelc'her a ran gant an hent-halerezh. Gwelet e vo gwenojenn ar paotr kozh pa zeuin war ma giz. Didud an hent estreget ur c'houblad o vont d'an tu kontrol. Ur morvaout en e glud war varr diveuz ur wezenn varv. Hag er pellder e tec'h kuit ul labous braz. Ur gerc'heiz moarvat. Gwell a rin ur c'houblad anezho emberr. Doare struj d'ar maez. Tremen a ran e-biou ur c'hastell zo en e goazez war darrozenn ar c'hlann all. Goude un eurvezh valeadenn e teuan war ma giz. Pa dostaan d'ar skluz e welan muioc'h a dud. Emañ daou vorvaout o pesketa. War ar bontenn en em gavan gant ur pesketaer (mab-den anezhañ).
«Daoust hag eñ e vez lezet pesked a-walc'h deoc'h gant ar morvaouted ?» emezon
N'eo ket gwall sklaer e respont.
«Mard eus morvaouted, e tle bezañ pesked» emezon, pounnerik an tamm ac'hanon.
«Debret o deus ur bern pesked-kazh abaoe dec'h» emezañ.
«Hag an eoged ?» emezon
«Bremañ emañ ar c'houlz ma 'z eont a-benn d'ar ster. Met digoret eo ar stank. Setu n'eus ket dour er skeulioù-eog. N'ouzon ket petra a c'hoari gant an dud e karg.»
Kemer a ran penn gwenojenn ar paotr kozh. War c'hlann ar c'hanol e ya. Ur skritell a vez bep kant metr a zispleg tra pe dra diwar-benn gwezenn pe wezenn eus ar vro. A-hervez e yae gwezhall gobaradoù koad kistin, avaloù ha postoù koad pin gant ar c'hanol. Ar c'hoad kistin a veze kaset da labouradegoù a denne anezho al liz a veze kivijet al ler gantañ. Ar postoù koad pin a veze kaset da vengleuzioù glaou e Bro Gembre. Hag e teue al listri hag ar gobiri war o giz sammet gant glaou eus ar vro-se.
Pa erruan d'am c'harr e tifluk ar paotr kozh. Boaz e vez da doullañ kaoz gant an douristed emichañs. Kontañ a ran ma baleadenn dezhañ. Lavaret a ra emeur o c'houllonderiñ ar c'hanol a-benn staliañ mekanikoù nevez ouzh ar stank. Emreizhet e vo live an dour drezo. Kontañ a ra ar paotr din un tammig eus doare an touristañ amañ. Pa sav an avel a gemenn ar gwall-amzer e ya kuit a-greiz-holl.
En ur vont en dro d'ar gêr e tremenan dre Bont an Oud ha Paolieg (Peillac). Gwell a ran banniel Bro Gembre. Dimezet eo Paolieg gant ur gêr gembreat. E koulm an eskemm etre postoù koad pin ha sac'hadoù glaou emichañs. Pa erruan tro dro da Wened e ra glav a-bil. Ar gwir a oa gant ma c'hendivizer !
(N'eo ket gwall vat al luc'hskeudennoù. Tennet int bet gant ma falm Sony Clie. Bruderezh digoust :-))
lennet am eus da zestenn penndabenn, miz zo e aon bet da vali leiz ar c'hanol ivez, kostez kastellin...
un dudi am eus kavet aze e kreiz an natur
Rédigé par : blogosser | 10/11/2005 à 22:51