Tizh-harz
En ur vont eus rannvro Bariz da Roazhon gant ar gourhent, dimeurzh, e oan en em gavet gant daou gontroll tizh. Pa reont anezho, e ya paotred Mari Robin da guzh en ur wantenn. Ha pa vez erru an den e lein ar c'hrec'h e verz anezho a-greiz-holl hag e vez re ziwezhat.
Doujañ a ran d'an tizh-harz, met n'em eus ket atav ar basianted da c'hortoz da heul unan ha ned a ket ken buan ha me ha pa vefe war-vete nebeud. Setu me bet betek 135 km an eur , dres kent ar c'hontrol. Met dinec'h on peogwir emañ «ar gouriz hag ar brikoloù» ganin.
Da gentañ, reizhet eo ar c'honteroù-tizh e doare da ziskenn un tizh uhelikoc'h eget an hini gwirion. War am eus lennet, ur «direktiv» eus Europa a zo divizet evel-se. Ha c'hoazh ez eus tabut, a-hervez, abalamour ma ne laka ket ar saverien-garr ar memes dregantad ouzhpenn.
Da eil, Paotred Mari Robin ivez a gemer ur «marzad-fazi».
D'an eil kontrol, pa erruen e lein an dosenn e welis unan eus ar baotred wisket e glaz o sevel eus a-dreñv e c'hevellunedoù ha fiñv-difiñv e zivrec'h. Unan all a lammas war-du e varc'h-tan. Sellet a ris er c'hilseller ha gwelet ur Mercedes hag a c'horrekae evel ul labous skoet en e nij. Estren e blakenn. D'am heul e teuas sioul. Ur pennadig goude en em bostas paotr ar marc'h-tan dirakañ. Ha kaset diwar-hent n'ouzon ket pelec'h peogwir e welis anezho d'am heul e-pad ur pennad mat.
E Stadoù-Unanet an hini eo, em eus dizoloet an dremeniri ma vez doujet d'an tizh-harz. Plijet en deus din ar gourtezi hag ar sioulder a zeu gantañ. Met nac'hañ a rae ma mignoned-beaj Gall sentiñ outañ. Atav e vezemp e torr-lezenn. Ur wech edomp gant un hent eeun war ar maez. Ha setu ur c'hozh-karr-tan o tont gant ur c'harr-hent hag a groaz hon hini. Chom a-sav a ra ar paotr ur pennadig. Setu ni o lakaat tizh. Hag eñ da zont war an hent bras. Kunujennoù a darzh. Ur paotr-kozh e oa. E-pad e vuhez, marteze, e oa bet pep karr en doa gwelet o tont diouzh an tizh-harz. Desket gantañ pa veze amzer da vont ha pa ne veze ket ! Emichañs n'en doa ket soñjet e teufe paotred eus Frañs hag a ouie gwelloc'h peseurt tizh zo mat.
Un devezh bennak war-lerc'h e oamp o treuziñ an dezerzh Arizona. Abaoe ur pennad mat e ruilhemp hon-unan gant un hent plaen hag eeun. Ha setu eñ war ziskenn en ur jilgammat etre ar reier. A-dreñv ur gammdro edo ur c'harr polis e kuzh. Ul lev pelloc'h e voe harzet hor c'harr gant ur policeman. Tapet e oant bet.
Da vont eus New-York da San-Francisco, «coast to coast», ag aod da aod, e oamp bet douget gant ar c'harr bet prenet gant unan ac'hanomp a oa da chom war e studi eno.
Da zont en-dro, e kavjomp ur c'harr all da zegas ac'hanomp war-du ar reter. Tud a oa ha ne felle ket dezho beajiñ gant o c'har keit-all. Fiziet e veze hennezh d'un ajañs hag a gave paotred eveldomp da vleinañ anezhañ. Karr un itron gozh e oa hon hini. Dilojet homañ eus Kalifornia da bPensylvania pe dost.
Goude un tammig furnez war henchoù ar Golden State e errujont e Nevada, lec'h ma ne oa tizh-harz ebet. Setu ni d'ar red tan ruz adarre war-du Yellowstone Park. Goude ur c'hant km bennak e freuzas ur vandenn-rod. E Stadoù Unanet e oa boas an dud da lakaat ur gwiskad kaoutchouk nevez e lec'h an hini uzet. «Pneus reshapés» e vez graet eus ar sort e Galleg, diwar ar ger Saozneg «shape». Setu ni o prenañ ur vandenn-rod. Fellout a rae deomp arboellañ hon arc'hant. Unan adwisket evel an hini gentañ eta a voe prenet ganeomp. Ha sanket tizh adarre. Diwezhatoc'hig e freuzjomp ur vandenn-rod all. Ne c'hellent ket ar re-se padout gant pezh a lakemp anezho da c'houzañv. Ker e teue da vezañ. Pellgomz a rejomp da familh an itron-gozh. «N'eo ket mad ar vandennoù-rod » emezomp. «Difennet ober gant ar sort e Frañs». Nec'het-du ar familh. Klasket ganto ijinañ e peseurt daouarnoù edo o c'harr. Daouarnoù tud estren, o fouezh-mouezh iskiz. Nac'het ganto paeañ.
Setu ma mignoned deut da vezañ fur a greiz-holl evit mad hor yalc'h. Plijus-tre ar veaj adalek ar poent-se. Treid en nec'h war an daol-bord pe war an dorioù o gwerennoù digoret, banneoù «koke» en hon daouarn, setu ni o varvailhat sioul pe o kemer amzer da sellet ouz ar maezioù. Pa errujomp en ti ma chome an itron-gozh a-nevez e voemp degemeret mat. « Plijet on ken ez on» emezi « erruet ma c'harr ha ma c'hazh hiziv war un dro. »

Les commentaires récents