E kêr du-mañ emañ sez an embregerezh Decaux, brudet anezhañ dre an " abribusoù ". An deiz all, en ur dremen e-bioù toull ar stal, em oa merzet ar pezh skrivet war ar banell c'houlaouüs-mañ :
Gwechall, ma 'm eus soñj mat, e oa skrivet : “ niverenn unan Europa ” (numéro un européen). Setu Decaux astennet d'ar bed a-bezh.
Diskouezet ivez roll ar c'hêrioù-mamm bet gounezet ganto :
War a ziskouez ar banieloù eo manet Europead memestra :
Ac'hanta ! Gozik evel Versailles zo tostik ac'hann !
Drol ar postoù a laka ac'hanon da soñjal e kleuzeurioù-straed hag e goafioù war un dro.
Furchet 'm eus e-barzh ar geriadurioù da c'houzout petra a vez graet e Brezhoneg eus "globalisation" ha "mondialisation". Tra ebet en Hor-Yezh. E Favereau an hini eo em eus kavet "astenn d'ar bed a-bezh" evit "mondialisation". Tra ebet evit "globalisation".
Komzus e kavan an dro lavar "astenn d'ar bed a-bezh". Met pa vez komzet alies eus un dra bennak e vez gwell kaout ur ger nemetañ. Gallout a rafen ober gant ar berradurioù evel-just : a.b.a.b. abab ? Goude holl eo deuet an "astenn ..." da vezañ "abese" hor buhez bemdez.
Klasket 'm eus e preder.org memestra. Tra ebet evit "mondialisation". "Bloc'hadur" evit "globalisation". Bloc'hadur a zeu eus "bloc" hag e kav din e teu kentoc'h "globalisation" eus ar voull-douar.
Hag e vefe mat ober un tamm "abab " d'hor yezh ?
Gwir an dra embannet war skritell al luc'hskeudenn, abribussoú Decaux ez eus ivez e Reykjavík. Fentus, avat: an eil er bed? Piv eo an hini gentan?
Rédigé par : Ingivaldur | 08/12/2005 à 20:20
N'ouzon ket !
Rédigé par : yann | 08/12/2005 à 22:56