« novembre 2005 | Accueil | janvier 2006 »

Gwezennoù dispar Breizh

Dec'h e oan bet e Roazhon. Eno e oa aozet un abadenn gant Klub ar Wask Breizh ha Kenderc'het e Breizh (*). Kinniget un dornad embregerezhioù zo eus ar re a stumm ar strollad Krouiñ ha Sevenadur e KeB : Josse, Coop Breizh, Le Minor, Eost (krouet merc'hodenn Iffig gantañ), Henriot, Palantine (embanner anezhañ, staliet e Bro Vigoudenn).
Anv ez eus bet eus berzh a ra al levr "Gwezennoù dispar Breizh" (Les arbres remarquables de Bretagne) embannet gant Palantine. Dedennet on gant ar gwez ha gant Breizh. Setu e vo torret ma pod-espern ganin.
Marvailhet em eus gant an Aotrou Belbeoc'h a ren Palantine. Gwerzhet ez eus bet 2900 skouerenn. Pa c'hourc'hemennan anezhañ, e lavar din e vez en arvar bewech ma lañs ul levr nevez.
"Ne gouskan ket mat e-pad un tri miz bennak" emezañ, "tu ebet da rakwelet hag e ray berzh pe ne ray ket. Embannet ganeomp ul levr all diouzh awen damheñvel war lerc'h : «Stêrioù Breizh». Ha ni oc'h ober taol gwenn betek-hen.”
Stêrioù Breizh ! Paour-kaez pod-espern !

(*) Club de la presse de Bretagne, Produit en Bretagne.

Keit ha Broioù Indez ha Kina

An deiz all e oan bet o pourmen e Liorzh Luxembourg. Brav-brav an amzer, an heol o parañ. En alezioù, seniored e-leizh o tegemer e vannoù, e-keñver gantañ, en o damc'hourvez war gadorioù. Tremen a ran e-biou ur paotr zo o luc'hskeudenniñ un delwenn, hanter skeudenn anezhi. Echu gantañ al luc'hskeudenn ez adkemer ul levr diwar ar sichenn. Baudelaire ha "les fleurs du mal", war a spurmantan. En ur gendelc'her gant ma fourmenadenn e klaskan degas d'am soñj gwerzennoù zo digant ar barzh-se. Dilezet ganin ar varzhoniezh e Galleg abaoe mard on deuet sot gant ar Brezhoneg. Dont a ra d'am spered un dra bennak gant "les amours enfantines". Met ne zeuan ket a-benn da adsevel dres an arroudenn.

En abardaez-noz, goude koan, en ur ziac'hubiñ an daol a-gevret gant ma fried, e taolan ur sell war an telefilm en TV. Mont a ra ur paotrig en e goazez war vord ar stêr. Hag eñv ha spurmantañ ar plac'hig en tu-all,  en he c'hoazez war ar roc'hell, ha setu loc'het e faltazi. Hag evidon e teu ar gwerzennoù ganin a greiz-holl :

Mais le vert paradis des amours enfantines
Est-il déjà plus loin que l'Inde et que la Chine
Peut-on le rappeler avec un cri plaintif
Et l'animer encore d'une voix argentine

astennet d'ar bed a-bezh

E kêr du-mañ emañ sez an embregerezh Decaux, brudet anezhañ dre an " abribusoù ". An deiz all, en ur dremen e-bioù toull ar stal, em oa merzet ar pezh skrivet war ar banell c'houlaouüs-mañ :

Imgp0245
Gwechall, ma 'm eus soñj mat, e oa skrivet : “ niverenn unan Europa ” (numéro un européen). Setu Decaux astennet d'ar bed a-bezh.


 
Diskouezet ivez roll ar c'hêrioù-mamm bet gounezet ganto :

Imgp0248







 


War a ziskouez ar banieloù eo manet Europead memestra :

Imgp0246






Ac'hanta ! Gozik evel Versailles zo tostik ac'hann !

Imgp0247

Drol ar postoù a laka ac'hanon da soñjal e kleuzeurioù-straed hag e goafioù war un dro.

   


Furchet 'm eus e-barzh ar geriadurioù da c'houzout petra a vez graet e Brezhoneg eus "globalisation" ha "mondialisation". Tra ebet en Hor-Yezh. E Favereau an hini eo em eus kavet "astenn d'ar bed a-bezh" evit "mondialisation". Tra ebet evit "globalisation".

Komzus e kavan an dro lavar "astenn d'ar bed a-bezh". Met pa vez komzet alies eus un dra bennak e vez gwell kaout ur ger nemetañ. Gallout a rafen ober gant ar berradurioù evel-just : a.b.a.b. abab ? Goude holl eo deuet an "astenn ..." da vezañ "abese" hor buhez bemdez.

Klasket 'm eus e preder.org memestra. Tra ebet evit "mondialisation". "Bloc'hadur" evit "globalisation". Bloc'hadur a zeu eus "bloc" hag e kav din e teu kentoc'h "globalisation" eus ar voull-douar.

Hag e vefe mat ober un tamm "abab " d'hor yezh ?

Vous avez le fluide

Ar sadorn kreisteiz en un davarn e Kreiz-Breizh. Bodet an dud ouzh an daol-evañ. Klask a ran en em silad en o zouesk. Ur plac'h a zistok diouzh hec'h amezeg da reiñ plas din en ur vousc'hoarzhin. Emañ ma banne kafe o tont.

«Me a gav din em eus gwelet ac'hanoc'h dija» eme an ostizez.

«Ne gredan ket» emezon-me «Morse n'on deuet en davarn-mañ»

«Hag en davarn e-kichen Abati ar Repoz ? »

«Gwellañ tavarn er vro» a lavar ar plac'h em c'hichen ouzhpenn

Soñjal a ran eo komzet eus "Café de l'Abbaye" e-kichen skluz ar c'hanol.

«Ur wech 'm eus bet eno, bloaz pe zaou zo» emezon

«Arabat deoc'h chom da glask !» eme ar plac'h «vous avez le fluide ha setu tout !»

Ha me ha dihanañ da glask eta, hag evañ ma banne kafe, ha ma amezegez ha kendelc'her gant ar gaoz :

«Emaon amañ oc'h evañ ma banne bier ha me bec'h warnon» emezi «Devet ma roulottenn tri devezh zo. Aet da netra ma holl beadra. En e douesk (o zouesk ?), skridoù ha dielloù diwar-benn ar Ganaked am boa dastumet abaoe 20 vloaz»

...

«Bez' e oa ivez ur skeudenn a ziskoueze Mitterrand e 1930 en un emvod eus Action ... Action directe ?»

«Action Française ?» emezon

«Ya ! honnezh he-dije gellet intreresiñ tud zo » emezi

...

«Ha me o vont war ma daou-ugent vloaz» emezi

Klemm a ra an den da vezañ selaouet. Ne c'houlenn ket atav bezañ kuzuliet. Ankounac'haet an dra-se ganin ha respontet :

« N'eo ket kozh, 40 vloaz. Pa oan en oad-se e kave din e oan re gozh evit embregiñ traoù zo. Bremañ, pa 'z on 65, e ouzon e oa ar gaou ganin.»

«Plijout a ra din marvailhat gant tud war an oad» emezi «Anavezout a ran unan a zo 80 vloaz hag e komzan gantañ a-wechoù»

Hag ur pennad goude : «Daoust hag ur banne kafe all a yelo ganeoc'h»

Ne respontan ket diouzhtu. Kavout a ra din emañ o tont da vezañ brizh-vezv. Diaes an tamm ac'hanon ivez gant an dud zo tro dro deomp. A-greiz-holl eo goulennet ar banne kafe digant an ostizez ganti.

«Mersi deoc'h» a lavar an ostizez e Brezhoneg d'ur paotr kozh a zo o paouez paeañ. Ha me ha soñjal e c'hellfen marteze mont en hor yezh gant tud ac'hann zo. Ret e vefe din kaout ar basianted da sevel fiziañs. Ha chom amañ pelloc'h eta.

«Eus kichen An Oriant on» eme ar plac'h «tost eo ar Brezhoneg ac'hann da hini eus An Oriant»

«"Prolo" e oa er gêr ganin, pa oan bihan. Boued a-walc'h a oa da zebriñ, met a-hent-all e oa "prolo" ken e oa»

Setu evet ma eil banne kafe. Lavaret a ran kenavo ha ... kalon vat. Mezek an tamm ac'hanon. Ha tristik ivez. Diaes a-wechoù gouzout petra ober ha petra lavaret. M'en dare hag-eñ he deus lavaret din ar wirionez. Daoust hag-eñ em eus c'hwitet war anaoudegezh unan a-feson?

Talvoudegezhioù

A hervez, pa 'n-devez an den da ober un dibab grevus, eo dav dezhañ ober e soñj diouzh e dalvoudegezhioù. Hir a-walc'h eo al listenn eus ar re-mañ emaon o paouez lenn. Kavout a ra din on a-du gant ar peurvuiañ anezho. Pe re zo pouezusañ evidon ? Diaes eo din lavaret estreget daou pe deir.

Un dek vloaz bennak zo, em boa klevet ur paotr, kristen ha rener un embregerezh braz anezhañ, hag a lakae pep tra en unan eus tri c'helc'h, disheñvel o fouez :

  • hini ar familh, ar garantez, ar relijion, ar speredelezh ... a zo ar pouezusañ
  • hini buhez ar geoded, ar vicher, ar politik, ar vadelezh, ar vignoniezh ... a zeu da c'houde
  • hag a-benn ar fin hini an diduamant, ar c'hoari ...

A-du emaon gant se d'an nebeutañ. Met chom a ra dibaboù zo d'ober e-barzh pep live evel-just.
Ha penaos renkañ an archant ? Diouzh e implij emichañs ?
Hag ar brezhoneg ? :-)

Ken-berc'henn e oa ar paotr d'ul loen-kezeg skañv. Da bep hini e ziduamant diouzh e beadra. Laouen on gouzout ne oa ket re bouezus evitañ memestra. :-)

ar brug hag al lann