Gwelet un abadenn TV diwar-benn sevenadurioù aet da get.
Anv a oa eus ur bobl a veve war-dro an Arizona pe vMeksik-Nevez a-raok Kristof Kolombus. Berzh a rae evel ma tiskouez rivinoù he c'heriadennoù. Klask a ra an henonourien gouzout petra a oa deut da vezañ. Kantvedadoù peoc'h a oa bet ganti. Hag a-greiz-holl roudoù freuz ha reuz. War a seblant ez eus bet debriñ-tud zoken. Studiet en deus un henoniour an temz-amzer a oa er mare-se. Kavet ez eus bet gantañ e oa deuet ar sec'hor war ar vro.
Studiet ivez gant an henoniour-se tonkad ur bobl-gozh a veve, war a gredan, e Perou (pe Chili ?), war ar blaenenn a astenn etre an aod hag ar menez. Klasket eo penn gant ar savadurioù braz a chom o roudoù war an douar. El Niño an hini a vefe an abeg. Abalamour dezhañ e oa kemm-digemm an amzer. Setu klasket sikour ar relijion a-benn kaout un amzer a-feson. Aozet lidoù war un ton braz. Savet temploù dellezek anezho. Emichañs en doa desket ar veleien rakwelet doareoù disuit El Niño tamm pe damm. Betek ur mare ma oa bet re ziaes. Kollet fiziañs neuze en o relijion gant an dud. Aet da get o sevenadur.
Ur pennad a zivout ar Mayaed a oa ivez. Met 'm eus ket bet amzer da sellet outañ en e bezh. Intereset on bet gant pezh a lavare un henoniourez. Boaz omp da grediñ e ya ar bobl hag ar sevenadur da get war un dro, emezi. N'eo ket gwir. Chom a ra an dud. Ret dezho en em ober diouzh an doareoù nevez, ar gwellañ ma c'hallont.
A wechoù e tro an traoù da vat. Da skouer e broioù ar sav-heol er 13vet kantved a-raok JK. Eno e oa diazezet an armerzh war an eskemm etre pobloù ar menez a save loened ha pobloù an aod a rae kenwerzh hag a laboure an douar. Deuet ur mare ma oa Bro Ejipt o vont war c'hlanaat. Digarez da bobloù eus ar mor, kevrinus o orin, da gas an dispac'h e broioù an aod. Freuzet an eskemmoù. Ret da dud ar menez stagañ gant al labour-douar. Sed-aze orin Izrael hervez meno an henoniour zo anv anezhañ em fennad diwar-benn ar Bibl.
Commentaires