«A ouele dourek». Degas a ra ar gerioù-se da soñj din eus «Korantinig» ur werz zo kanet gant Yann Fañch Kemener. Kontañ a ra gwall blanedenn ur plac'hig eus Enez Eussa, marvet he zud ha lavaret dezhi mont da gaout frealz digant Itron Varia Rumengol.
Met n'eo ket eus marv tud e komzin amañ. Eus marv ar garantez, ne lavran ket.
Lennet em eus hiziv tamm eus ar gelaouenn «Le Pèlerin». Ma mamm an hini eo a zo koumanantet dezhi. Interesant e kavan lod zo e-barzh. Gant lod-all e vezan imoret !
Lenn a ran ar pennad ma vez goulennet ali gant tud zo diwar-benn kudennoù a bep seurt en o familh. Fur e kavan ar pezh zo lavaret dre vras gant an itronezed zo e karg eus ar respontoù. Ar sizhun-mañ eo goulennet gant un tad pe ur vamm petra ober pa emañ o merc'h, pemzek vloaz dezhi, gant ar boan-garantez.
Evel dougen kañvoù eo ar boan-garantez e lennan. Hag an itron da zibunañ tennadoù an hent betek ar pare.
N'eus ket pell zo edon en un davarn e-kichen koc'hu Versailles. Ouzh an daol e-keñver ma hini e teu ur plac'h, koantenn anezhi, da asezañ a-dal din. Pa savan ma daoulagad ur pennadig goude e welan anezhi o ouelañ dourek.
Ur pemp munut war-lerc'h e tosta ar mevel, ur brav a baotr yaouank sichant anezhañ. Mont a ra en e gluch, e zremm a-live gant pladenn an daol. Kontañ a ra traoù fentus hag a laka anezhi da c'hoarzhin. Pa vez kuit ez adkrog ar plac'h da zifronkañ. Setu e teuio ar paotr bep an amzer da zegas sederidigezh en dro. Hag an ostiz diouzh e du ivez.
Aet kuit ar plac'h. En ur baeañ ma c'hont e lavaran d'ar mevel : «Bez' e c'hoarvez traoù en tavarnioù !»
«Ya !» emezañ «a bep seurt»
«Poan-garantez eo ?»
Hejañ a ra e benn.
«Setu emañ poanius ha n'eo ket grevus » emezon
«N'eo ket grevus !?» emezañ «hag ar plac'h-se o paouez bezañ dilezet gant he danvez-pried da zerc'henn o eured !»
Ne gredan lavaret mann.
Pouezus e vo e buhez ar plac'h a dra sur, dre un tammig chañs ne vo ket grevus.
Les commentaires récents