Petra eo deut Divi ha Salaun da vezañ ?
Emañ ar furcherezh henoniezh o kemm ar pezh a ouzomp diwar-benn ar Bibl. Aet war-raok ar skiant-se. Furchet ur bern lec'hioù nevez. Furchet adarre lec'hioù anavezet dija. Spisoc'h-spis doareoù-muzul oad an traoù.
Gwelet 'm eus un abadenn TV, Thierry Ragobert e saver, hag a ziskoueze kavidigezhioù ha martezeadoù nevez ur skipailh henonourien Izrael.
Hervezo e vefe bet skrivet lod kentañ eus al Levr er seizhvet kantved kent JK. Ne vefe ket bet skrivet a-hed ar c'hantvedoù d'ar mare ma tegoueze an darvoudoù. N'eo bet kavet roud ebet, kennebeud, eus ar gêr vraz a vije bet Jerusalem nag eus an templ braz en amzer David ha Salomon (10 vet kantved). Ha kavet roudoù temploù bihan gouestlet da veur a zoue e pep lec'h betek ar seizhvet kantved !
Petra a dalvez ?
Div rouantelezh a oa bet war zouar Izrael. Izrael en hanternoz, pinvidik anezhi war un douar strujus. Judas er c'hreisteiz, paour anezhi war un douar sec'h. Freuzet berzh Izrael gant aloubadeg an Asirianed.
Da vare diskar ar re-mañ setu deuet ambision da Jozias, roue Judas er c'hreisteiz. Embreger a ra da beurunvaniñ e bobl. Ijinet ha skrivet d'ar mare-se mojenn brud amzer tremenet rouantelezh Judas. Ha kreizennaet ar relijion tro dro d'an Doue ha d'an templ nemetañ.
A-benn diwezh an abadenn e c'houlenn ar c'helenner Izraelad hag ur c'helenner Swis an eil gant egile petra eo o soñj goude bezañ gouezet kement-se. Laouen an Izraelad. Kompren gwell a ra orin e vro. Trubuilhet ar c'helenner Swis, kelenner doueoniezh ha kristen anezhañ, o welet e oa ar politik ken pouezus e ganidigezh e relijion.

Commentaires