Alanig al louarn
Emaon o paouez lenn «Troioù kamm Alanig al louarn» gant Jakez Riou. Dispar al levr hag ar skrivagner ! Startijenn ha lusk e-leizh. Amzer kollet ebet etre an darvoudoù a zeu an eil da heul egile prim ha prim, evel en ur film amerikan. Me zo sur e c'hellfer sevel ur pezh tresadennoù bev eus ar c'hentañ gant ar senario-se ! Bon ... anzaviñ a ran : n'on ket ur mailh war an tresadennoù bev
Fentus an istor, kriz ivez a-wechoù. Kemmesk eo tro spered Alanig. E familh a gar, alioù mat a ro d'e roue, leal d'e vignoned eo. Hag eñ da gemer plijadur gant e droioù kamm ha da vezañ didruez e-keñver e enebourien betek re. Setu un istor diwar-benn "c'hoari ar galloud" evit ar re deuet d'o oad. Klask a ran gouzout hag eo da erbediñ d'ar vugale ivez. Kinek ar bed zo taolennet ... pe wirvoudel ken plaen ha tra ?
Hervez Favereau, ar brezel an hini eo en doa lakaet Jakez Riou, gazet anezhañ , da zroukweler

Ya, ret e vo din lenn... N'em eus ket lennet Nominoe-Oe kennebeut. Graet e vo ivez. Dreist ivez, fentus ha skrivet mat, hervez ar pezh zo bet laret din.
Rédigé par:Ingivaldur | le 25/02/2006 à 11:11