« eus an Aveyron | Accueil | kaozeadegoù eo ar marc'hadoù »

Commentaires

Flux Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux des commentaires de cette note.

yann

Un displegadenn d'an dro-lavar "la puce qui renifle" 'm eus bet a-benn ar fin. Tremenet e oan dre eno ar sizhun all. Ur paotr en oad ganin a oa en e sav e toull an nor d'e di. Ha me o c'houlenn gantañ hag e ouie doare an dro-lavar gevrinus. Setu pezh en deus roet din da c'houzout.

Eno e oa ur c'hazarn hag un dachenn-dennañ a oa graet ar "Polygone" anezho. Chome a ra un ti bennak anezho c'hoazh, bet lakaet da HLM. War a lavarer e oa "la puce qui renifle" ul lesanv roet d'un is-ofiser, bihan ha suc'heller (chuch e fri !) anezhañ. Aet ar paotr war e leve, bet prenet pe savet an davarn gantañ ha skrivet e lesanv war ar barr-ti.

Medisin eo an den e oan en em gavet gantañ. O vont war e leve emañ hag o paouez staliañ an hini deut war e lerc'h. Keuz en deus eveldon da anv kollet al lec'h. C'hwitet gantañ war varr-ti kozh an davarn. Gwelet en doa anezhañ lakaet war an douar pa oa bet adkempennet an ti hag eñ o soñjal e gaou e vije bet miret gant an tavarnour.

Aet da evañ ur banne kafe en davarn, skrivet "la puce" war he barr bremañ. Tremenet e-biou ar stalig-kazetennoù hag an daol-evañ e weler ur sal vras a-walc'h a sko war peder alez-voulloù didud, dilezet an tamm anezho.
- "Ha dont a ra tud da c'hoari boulloù ?" a c'houlennan gant ar vaouezh yaouank a zalc'h an ti.
- "N'ouzon tamm ebet" emezi en un diskouezh pe ne ra ket foutr pe e vez-hi nec'het gant un dra bennak a-zivout se marteze.
- "un dornad tud e-kreiz an hañv" emezi c'hoazh en un hejañ he divskoaz
Ha me sederaet an tamm a'hanon o welet ur mousc'hoarzh war he dremm pa lavaromp kenavo :-)

L'utilisation des commentaires est désactivée pour cette note.

Ebrezhoneg

  • Heuliit feedoù e Brezhoneg war dTwitter
    Follow ebrezhoneg on Twitter

Stadegoù

  • Eus pelec'h e teuit
Blog powered by Typepad