Lezenn Jante
Fenoz, prezegenn e ti Bro Danmark : Lezenn Jante pe an izelegezh lorc'hus
http://www.maisondudanemark.dk/index.aspx
« janvier 2006 | Accueil | mars 2006 »
Fenoz, prezegenn e ti Bro Danmark : Lezenn Jante pe an izelegezh lorc'hus
http://www.maisondudanemark.dk/index.aspx
Ur barrad erc'h zo bet bremaik. Ha bremañ emañ an heol o parañ adarre. Kresket broustoù ar magnolia soulangeana. Kresket ar geotenn a-nevez ivez. A-benn un nebeud devezhioù e vo ret bountañ war an douzerez adarre.
Kresket ar c'hinvi e-pad ar goañv spontus . Ur bern labour a vo o tennañ anezhañ kuit. Aet on skuizh gant an enep-kinvi. Ker ruz ar c'henderc'had-se forzh penaoz. Dav e vo din skilfañ ha rastellat !
Klasket penaoz en em zizober diouzh un neizh gwesped zo dindan hol letonen. Kavet al lec'hienn-mañ, http://users.swing.be/entomologie/Guepes.htm savet gant ur paotr eus Belgia, aet sod gant an amprevaned-se. War a lavar, int talvoudus peogwir e vouedont o re vihan gant preñvedenned amprevaned all. Hervezañ eo dañjerus evelato ar gwesped a zo o chom dindan an douar. Hogen ne zeuont er memes toul er bloaz da heul. Setu netra d'ober panevet stoumañ an toul.
Klevet un dro-gamm, dellezek eus Alanig, evit en em zizober diouzh ar melc'hwed hag ar maligorned. Ar re-se a zebr ho pleunioù evel pa vijent saladennoù. En un abadenn TV e oa kontet. Sot gant ar bier eo ar re-se, a-hervez. Setu n'eus nemet lakaat ur werenn en douar ha leuniañ anezhi gant an evaj-se. Dont a raio al loenigoù da evañ betek touell penn ha kouezhañ e-barzh ha beuziñ. N'eo ket tener an ekologiezh ! Ret eo ober bord ar werenn da zont a-rezed gorre an douar. Ha da c'holeiñ gant un deol evit diwall eus ar glav. Ha c'hoazh e teuio ar paourkaezh melc'hed ha maligorned da glask an disglav eno !
Setu me o valeañ a-hed Straed an Delenn er C'harter Latin. Tremen a ran e-biou ur pred-ti Grés, «Santorini» e anv. Emañ ur paotr e-tal an nor o klask pakañ an douristed ha kas anezho d'an diabarzh. Lavaret en doa un dra bennak e Saozneg d'an dud dirakon. «Buon Giorno» emezañ din-me. Evit gwir on heñvel ouzh un tourist gant ma sac'h-kein ha ma benveg-luc'hskeudennoù ouzh ma bruched. A-du 'rall e vezan e kroc'henn un tourist pa bourmenan.
Dont a ran war ma c'hil ha tostaat outañ : "Breton on" emezon-me e brezhoneg.
"A ! Breton oc'h !" emezañ ... bon ... e galleg evel-just "Ha me o vezañ graet un Italian ganeoc'h ! Ho tigarez !"
"Ne vern" emezon " Karet a ran an Italianed ... hag ar C'hresianed ivez"
Sklerijenn ha mousc'hoarzh war zremm paotr an nor : "kenavo ! ra vo brav ho tevezh !"
Daoust hag e pep micher ez eus an den ezhomm eus perzhioù mat ?
Emaon o paouez lenn «Troioù kamm Alanig al louarn» gant Jakez Riou. Dispar al levr hag ar skrivagner ! Startijenn ha lusk e-leizh. Amzer kollet ebet etre an darvoudoù a zeu an eil da heul egile prim ha prim, evel en ur film amerikan. Me zo sur e c'hellfer sevel ur pezh tresadennoù bev eus ar c'hentañ gant ar senario-se ! Bon ... anzaviñ a ran : n'on ket ur mailh war an tresadennoù bev
Fentus an istor, kriz ivez a-wechoù. Kemmesk eo tro spered Alanig. E familh a gar, alioù mat a ro d'e roue, leal d'e vignoned eo. Hag eñ da gemer plijadur gant e droioù kamm ha da vezañ didruez e-keñver e enebourien betek re. Setu un istor diwar-benn "c'hoari ar galloud" evit ar re deuet d'o oad. Klask a ran gouzout hag eo da erbediñ d'ar vugale ivez. Kinek ar bed zo taolennet ... pe wirvoudel ken plaen ha tra ?
Hervez Favereau, ar brezel an hini eo en doa lakaet Jakez Riou, gazet anezhañ , da zroukweler
Gortoz a ra da vezañ troet e Brezhoneg
Ar c'hwenenn a lenner war bannell an davarn-se en Oriant.
Pa oan bugel, ma 'm eus soñj mat, e veze graet «ar c'hwenenn suc'h he fri (la puce qui renifle)» eus al lec'h-se. Un arsav-bus a oa eno war hent da draezhennoù Larmor.
Fentus ha kevrinus e kaven al lavaradenn-se pa oan bugel. Klask a ran gouzout eus pelec'h e c'hellfe dont. Dipitet an tamm ac'hanon ne suc'hell ket ar c'hwenenn ken. Un deiz a vo emichañs e vo gwerzhet an davarn. Marteze e vo lakaet un anv all warni. Setu echu gant un tamm barzhoniezh.
Aet kuit an anv ijinet gant ar bobl. Ne chomo nemet hini lakaet gant ar Stad (respet d'ar stourmerien gozh).
Gwechall e oa ur gelaouenn, «Gwirvoudoù» (Réalités) hec'h anv. E bep niverenn, e veze ul luc'hskeudenn gant an titl :«tremenet ar faltazi gant ar gwirvoud».
Les commentaires récents