Goulenn ur pennad Telerama eo. Pe kentoc'h : "Daoust hag-eñ emañ forom kentañ ar C'hevredigezhioù eus ar C'hornog o vont da get ?"
Gant skinwel tadig emañ bodet an holl dud dirak o skram er memes poent, o sellet ouzh ar memes abadennoù. Kazeterien an TV an hini eo a gomz. An arvesterien an hini eo ar re a sell hag a selaou. Diwar ar c'hrec'h betek an traoñ e ya ar c'homzoù hag ar skeudennoù.
Gant an internet emañ ar patrom-se o tispenn. Gallout a ra an dud :
- dibab an eur ma fell dezho arvestiñ,
- dibab an danvez a blij dezho dre gevreañ ouzh chadennoù an tem.
- dastum pep tra a interes anezhañ dre an neud RSS, ATOM, XML... (lenner : dispar eo an ardivink-se evit lenn ar blogoù. Erbediñ a ran Sharpreader, digoust anezhañ)
- kenvoueta ar breud gant o danvez o-unan dre an addisplegoù, ar vlogoù, ar foromoù ha m.o.m.
- kavout skrid, audio, video war un dro
Emañ ar Gevredigezh o vont da zispartiañ hag an dud da sevel kumuniezhiouigoù, eme ar paotr aterseet gant Telerama , Jean-Louis Missika e anv.
Menel a ray oferenn-bred an «8 eur noz», abalamour dezhi bezañ emgav nemetañ ar Gevredigezh, eme Etienne Mougeote eus TF1 aterseet anezhañ gant ur gazetenn all.
Ma ya kuit an oferenn-se ne vin ket chalet. Ur «benveg» kreizennaat ha freuziñ ar sevenadurioù eus ar c'hentañ e oa bet evel ma ouzoc'h. Ha me a gav din koulskoude e vo dav kaout un dra bennak hag a zalc'ho ar C'hevredigezhioù a-gevred.
Ha petra a vo kazetennoù evel Telerama o tont da vezañ ? N'eus anv ebet er pezh 'm eus lennet.
Salut Yann,
d'am sonj, un dazont a zo evit ar mediaioù evel Telerama, ar chelaouennoù sizhuniek pe ar c'hazetennoù pemdeziek mard e embannont reportajoù, enklaskoù graet gete ha get un taol spered "digabestr", da lâret eo hep bout mouezh ofisiel pe d'ar stad, d'ar gouarnamant, d'an ilizioù, d'ar sindikaioù ha me ouar me... Mard e kasont "boued", doérieù ha keloù d'an dud evit kompreiñ gwelloc'h ar bed e lec'h ma vevomp-ni, prenet e vint... En em c'houlenn a res penaos "liamman" an dud ? Meur a feson a zo, ha me gav gwelloc'h mard eo an dud levezonet get muioc'h ag ur "vammen" hepken : tost echu eo get overenn ar "20 heures" ? Gwell a se.
Rédigé par : christian | 08/03/2006 à 12:45
Salud Kristian,
A-du on ganit e vo tu da gelaouennoù zo d'ober berzh mard o-deus ar perzhioù-mat-se , ne vern peseurt kemmoù a vo degaset d'ar vicher gant an teknologiezhoù nevez.
Rédigé par : yann | 09/03/2006 à 16:34