« février 2006 | Accueil | avril 2006 »

un ti gwasoc'h eget ar c'harter

Emaon o vale a-hed Straed ar Cherche-midi. Gwelet ganin ur mellad-ti a gavan kaer-kenañ. Meizout a ran eo ken kaer-all an ti en e gichen ... hag un tredie ...


Imgp0571_rduite Imgp0571_1
  Imgp0571_2
Imgp0571_3
Imgp0574_r


Hag a-benn ar fin ar peurliesañ eus tier ar ru.

Imgp0573_r







Pa 'maon erru e Straed roazhon e spurmantan Tour Montparnasse.

Imgp0575_r_1






(Ya, goût a ran. Laouen ar baotred bezañ war ar skeudenn ! :-) )

Dont a ra soñj din eus ar pezh en doa lavaret modiern ar saverezh d'ar c'houlz ma oa savet an tour. Tabut braz a oa. E soñj e oa ar saverien-ti sevel ur c'harter sort savadurioù. Droug er Re C'hlaz ha tud all a c'houlenne groñs e vefe harzet an dra-se evel-just.

"A-benn ar fin e vo savet an tour-se hepken hag e vo divalavoc'h eget  ar c'harter a-bezh" eme an Aotrou Albin Chalandon.

Ma kredfen

Ti-gar Montparnasse. Mont a ran dre an draf-tro. Pa emaon war-bouez lakaat ma bilhed e-barzh e welan un draig e-harz ma zreid. Ur pellgomz-hezoug kouezhet war al leur. Kas a ran anezhañ d'ar paotr er burev-kelaouiñ dres e-kichen. Diouzh-tu e ra ur sell war e giz. Galvet eo gant ur plac'h koantik ha chichant, breskennet gant al levenez oc'h adkavout un dra doare dezhi bezañ ret da vevañ. Dont a ra d'am c'haout : "Trugarez Aotrou. Nag aon 'm eus bet. Unan estregedoc'h en dije miret anezhañ, me zo sur ! ... ma kredfen e pokfen deoc'h ". Ha me, abafet an tamm ac'hanon, emañ ma spered oc'h ober un droig er skalieroù ur wech ouzhpenn :-)

"gwevndiogel" pe "diogwevnded" ?

Flexicurity : ar ger-se diouzh ar c'hiz bremañ, petra vo graet anezhañ e brezhoneg ?

Flexibility : gwevnded
Security : diogel

Setu "gwevndiogel" ?

Ar CFTC, ne blij ket an urzh-se dezhi : kit da welet du CPE à la sécuri-flexibilité.

Setu "diogwevnded" e vo ?

Dont a ra d'am spered e vez lakaet an anv gwan araok an anv e Saozneg hag e Daneg ha war-lerc'h an anv e Galleg hag e Brezhoneg.

Gwelet 'm eus an Ao. Jacques Voisin sekretour ar CFTC war LCI d'ar beure. Plijet on bet gant ar pezh en deus lavaret. Drouglaouen ar paotr e oa bet graet fae war labour e sindikat pa oa bet da gaout Villepin a-nevez zo.

Klaoustre Pascal hag ar marc'had

Anv 'z eus bet dec'h pe gent e kazetennoù zo eus un enklask bet graet gant Globescan evit Skol-Meur Maryland. Ober a ra Globescan sondadegoù diwar-benn menoioù an dud eus broioù er bed a-bezh.

Ar wech-mañ e oa bet sondet tud eus 20 bro, Frañs en o zouez, war ekonomiezh varc'had.
Daoust hag-eñ eo ekonomiezh varc'had ar gwellañ sistem ? E kazi-holl ar broioù e vez respontet "ya" estreget e Frañs.
Daoust hag-eñ eo dav reoliata an embregerezhioù braz ? "Ya" a respont pep bro.

Setu e vann goulennoù ganin :

Daoust hag-eñ e vo an doare reoliata gant ar vro na blij ket dezhi ar marc'had heñvel ouzh hini ar broioù all ?

Peseurt kemm diouzh ar re all a c'hall bezañ pa 'z eo digor ar marc'had ?

Daoust hag-eñ e rafe Klaoustre Pascal an akuit amañ ? :-)

Mar gouzoc'h Saozneg kit da Globescan

skizofrenia

Lenn a ran bemdez keloù eus Bro Danmark(*). Disheñvel-rik doare poltik e Frañs ouzh hini er vro-se er mare-mañ.

E Frañs emañ an traoù o vezañ divizet dre dalañ ar straed hag ar gouarnamant an eil ouzh egile.

E Bro Danmark emañ ar gouarnamant o paouez diskuliañ e ginnig-strategiezh a-zivout an hollvedelaat. Lenn e saozneg : http://www.cphpost.dk/get/94547.html ) . Roet eo bet d'ur c'huzul a zo graet "kuzul an hollvedelaat" anezhañ (globaliserings råd). Dezhañ da sturiañ an dael gant neb a fell dezhañ kemer perzh. Tud eus ar gouarnamant, eus ar sindikat, eus strolladoù ar c'hoprerien, kelennerien eus ar skolioù meur ... a zo e-barzh.
Emichañs, e dibenn ar processus-se, e vo un emglev etre ar peurliesañ eus ar partioù-politik eus an daou du, evel ma vezont kustum d'ober pa vez pouezus a-walc'h an dalc'h.

Daoust hag-eñ ez eus ur chañsig bennak e teufe mod F da vezañ peuzheñvel ouzh doare DK ? (da gendelc'her)

(*) hag un tamm  ivez eus broioù Skandinavia. Ar re a oar saozneg a c'hell ober kement-all pa 'z eus kazetennoù er yezh-se e pep bro, nemet Enez Skorn war a seblant. Lakaat a ran arroudennoù lenn war www.patromdk.org

Ar manac'herezh hag ar manajement

Gwelet 'm eus lod eus un abadenn gant Arte diwar-benn ar manac'herezh. Aterseet e oa ur manac'h alamant, skrivagner brudet anezhañ, hag a gelenn ar "manajement" ivez. En e gentelioù e tenn skouerioù eus reolenn Sant Beneat, renet an abatiez katolik ganti. Hag eñ o venegiñ an alioù a roe ar sant evit dibab arboeller un abati. Ha dibunet roll perzhioù-mat ar paotr-se. Meneget ar pezh pouezusañ da ziwezhañ evel just : dibab unan hag a zo a-unan gantañ e-unan (hum ... kalzig a "unan"où er frasenn-mañ). D.l.e. un den seder, sioul, kempouez e spered.

Gwechall gozh e oa renet an abatiez gant reolenn Sant-Koulm. Diouzh meno http://fr.wikikto.org/index.php/Colomban e oa re galet. Setu perak e oa bet lakaet reolenn Sant Beneat en e lec'h. A-hervez en doa ranket Nomenoe asantiñ en e emglev gant roue Frañs e vefe renet abatiez Breizh gant reolenn Sant Beneat.

Ha me o klask gouzout hag en doa lavaret Sant Koulm un dra bennak diwar-benn dibab ar "vanajerien". En ur skrid diverrañ e reolenn http://www.umilta.net/columban.html n'em eus kavet tra diwar-benn an danvez estreget ar frasenn-mañ : “Speak not except on business “ ! E latineg eo ar skrid klot nemetañ 'm eus kavet : http://www.ucc.ie/celt/published/L201052.html ha pell zo abaoe ma devezhioù er skol :-)

Da belec'h emañ an TV o vont

Goulenn ur pennad Telerama eo. Pe kentoc'h : "Daoust hag-eñ emañ forom kentañ ar C'hevredigezhioù eus ar C'hornog o vont da get ?"
Gant skinwel tadig emañ bodet an holl dud dirak o skram er memes poent, o sellet ouzh ar memes abadennoù. Kazeterien an TV an hini eo a gomz. An arvesterien an hini eo ar re a sell hag a selaou.  Diwar ar c'hrec'h betek an traoñ e ya ar c'homzoù hag ar skeudennoù.
Gant an internet emañ ar patrom-se o tispenn. Gallout a ra an dud :

  • dibab an eur ma fell dezho arvestiñ,
  • dibab an danvez a blij dezho dre gevreañ ouzh chadennoù an tem.
  • dastum pep tra a interes anezhañ dre an neud RSS, ATOM, XML... (lenner : dispar eo an ardivink-se evit lenn ar blogoù. Erbediñ a ran Sharpreader, digoust anezhañ)
  • kenvoueta ar breud gant o danvez o-unan dre an addisplegoù, ar vlogoù, ar foromoù ha m.o.m.
  • kavout skrid, audio, video war un dro

Emañ ar Gevredigezh o vont da zispartiañ hag an dud da sevel kumuniezhiouigoù, eme ar paotr aterseet gant Telerama , Jean-Louis Missika e anv.
Menel a ray oferenn-bred an «8 eur noz», abalamour dezhi bezañ emgav nemetañ ar Gevredigezh, eme Etienne Mougeote eus TF1 aterseet anezhañ gant ur gazetenn all.
Ma ya kuit an oferenn-se ne vin ket chalet. Ur «benveg» kreizennaat ha freuziñ ar sevenadurioù eus ar c'hentañ e oa bet evel ma ouzoc'h. Ha me a gav din koulskoude e vo dav kaout un dra bennak hag a zalc'ho ar C'hevredigezhioù a-gevred.
Ha petra a vo kazetennoù evel Telerama o tont da vezañ ? N'eus anv ebet er pezh 'm eus lennet.

Gwirionez en tu-mañ ...

Gurbaj_singh_multani Emañ Lez-varn veur Kanada o paouez aotreal ar Sikhed da virout o gougleze er skol. Arouez relijion eo an arm-se diouzh meno al lez-varn. Hag e rank ar skolioù doujañ d'ar frankiz relijion. Klemm a oa bet digant skolioù zo. Dañjerus e vefe bezañ seurt tra er c'hlasoù hervezo. Reiñ a ra ar gazetennerez ez eus dija ur bern binvidi a droc'h hag a broud er salioù skol : kizelloù, nadozioù ....

Evit ar wech kentañ eo e welen ar gougleze-se, a zoug ar Sikhed a-dreuz skoaz. Ret dezho bezañ se ganto hep ehan hervez lez o relijion. Gouzout a ouien evelato e oa ret dezho bezañ o zurban ganto.

Gouezet 'm eus ar c'helou-se o welet kazetenn-dTV Radio Kanada (e galleg). Aterseet e oa kelennerien ha skolidi e skolioù zo.

Dipitet ar gelennerien, ken e oant bet. “Emaon o vont da zont gant ma mitrailhetenn ha lavaret eo arouez ma relijion” eme unan.

Laouen ar skolidi sikh. “N'emaomp ket o vont d'ho tagañ” eme unan en ur gomz ouzh e genskolidi, pouez-mouezh Bro gKebek dezhañ. Hag unan all : ” E Frañs eo difennet ouzh yaouankiz sikh bezañ gant o feadra er skolioù. Amañ eo doujet d'am frankiz relijion. Laouen on.”

ar brug hag al lann