Deus caritas est
Bet e Santez-Anna Gwened disul. Keloù 'oa bet kaset eus ur brezegenn diwar-benn kelc'h-lizher nevez ar Pab " karantez eo Doue ". Pe "karantez ez eus eus Doue " ?
Un agnostik ez eus ac'hanon met aon 'm eus e teuan da vezañ intereset gant ar speredelezh seul ma 'z an war goshaat :-).
Div dra eeun, bet lavaret gant ar prezegenner, emaon o telc'her soñj anezho :
Da gentañ, evit ar garantez e-keñver an dud. Techet an den da garet traoù a blij dezhañ en egile. Met gwell e vo dezhañ ehan d'en em glask e-unan en egile ha mont d'e zizoleiñ.
Da eil : ha pa vefe ezhommoù an dud kontantet gant ar Stad, e chomfe talvoudus ar garitez. Gwir eo ha bet prouet din diouzhtu. Echu ar brezegenn on bet o teuler ur sell war al levr ma vez skrivet warnañ o fedennoù da Santez Anna gant tud zo. Aspedennoù reuzus ken ez int a-wechoù. Darvoudoù kriz a vezo bepred daoust pegen mat e vo ar Stad.
Soñj 'm eus ivez eus un dra dic'hortoz bet klevet digant ur belleg pa oan yaouank. N'eo ket gourc'hemennet ar garitez gant Doue evit mad an hini a zegemer. Evit mad an hini a ro, ne lavaran ket.

Commentaires