« mars 2006 | Accueil | mai 2006 »

maltoterien ha floderion ... hag ambrougerien

An Alre. Emaon oc'h ober un tamm bale gant ar GR (gwenojenn tro-vale vraz). A-hed Ster Loc'h e ya dre biou Porzh Sant-Goustan hag a-dreuz Lise Kerplouz. "Kerplouz", un anv a-feson, me a gav din, pa vez anv eus ul lise-liorzhouriezh.

Yaouankiz e-leizh en allezioù. En o zouez e welan ur plac'h, astennet he divrec'h e kroazh. Ur paotr en he c'hichen, doare dezhañ bezañ o kempenn he dilhad. Ur pennadig goude e red ar plac'h e-biou din. Harzet anezhi gant ur plac'h all a grog da furchal warni. Ur c'hoari eo. Iskiz e kavan seurt c'hoari en ul lise gant tud en o 15-16 vloazh. Delc'her a ran gant ma hent ha treiñ war-du al liorzh kaer a zo e-kichen ar maner emañ ar frered o chom ennañ. Setu ar paotr o herzel ur plac'h adarre. Ha lakaat dezhi lemel he botoù hag he loeroù. Taol gwenn. Hag ar paotr kuit. Hag ar plac'h oc'h adwiskañ he-unan.

Yaouankizoù all ez eus tro dro oc'h ober war dro al liorzh. Sellet a reont en ur c'hoarzin, souezhet an tamm anezho. N'ouzont ket petra vez graet eus ar c'hoari-se. Paz emaon o tiskenn el liorzh e tremen ar paotr e-biou din adarre.
- "Maltoterien ha floderion" emezañ.
- A ! "Archerien ha laeron" emezon-me
- Mar karit !
Dizale e teu ma spered eus ar skalieroù : n'eo ket heñvel an daou c'hoari evel just.
Pelloc'hig en em gavan adarre gantañ. Aet eo da guzh a-dreñv kef ur wezenn.
- Da c'houlz ma yaouankiz e oa archerien ha laeron, emezon, yaouankoc'h egedoc'h e vezemp hag e c'hoariemp etre moused, ne oa plac'hig ebet.
C'hoarzin a ra.
Kemer a ran amzer da vamañ ouzh al liorzh hag ouzh al Loc'h.

Imgp0922_redimensionner Imgp0927_redimensionner
Imgp0933_redimensionner





Ha setu ur vaouez yaouank o tont en ur redek gant ar wenojenn. Sellet a ra ouzhin, tres warni da glask gouzout un dra bennak.
- Ha floderez oc'h ? emezon
- Ya ! emezi
Chom a ra a-sav
- Ha c'hwi a oar pelec'h emañ ar porz-mor amañ ? emezi. Hag ar wenojenn tro-vale vraz ? Lavaret eo bet deomp gant ar frered ez eus unan hag a dreuz ar skol. Un ambrougerez ez eus ac'hanon. E karg eus ar yaouankizoù-se. Aon 'm eus e vefe un toullad anezho o vont kuit betek ar porz. Ha stanket an hent a-hed ar ster, war a seblant.
- Gwelet 'm eus arouezioù gwenn ha ruz amañ ha du-hont, emezon
Hag hi d'ar red war-du an arouez zo war laez al lise.

Setu. Ur c'hoari tri c'hamp an hini eo.
Met ma vijen e lec'h an den-se ne vefen ket chalet. Kavout a ra din ne oa ket ar paotr hag ar merc'hed yaouank 'm eus gwelet e soñj da vont da Borzh Sant Goustan da evañ ur banne :-). Mar bijent ez erbedfen dezho mont d'an ostaleri e-kichen ar pont ma 'z eus tu da evañ bier breton enni.

Imgp0939_redimensionner

So quick

So quick bright things come to confusion (Shakespeare, Hunvre un nozvezh e-kreiz an hañv)

E Brezhoneg :

Ken buan all e teu berzh da vezañ berzh-diverzh ? ( pe berzh da vezañ bec'h ?)

Dre Santez Anna Gwened

Degouezhet e Santez Anna , goude bezañ treuzet Pluergat. Pluergat, ur vourc'h teir iliz ennañ. Ker e dlefe bezañ kempenn kement-se.
E Santez Anna, pa vezan o tremen e-biou ar skolaj-lise e soñjan e Yann-Ber Galloc'h en deus uzet e vragoù war e skinier. YBG, c'hwi a oar,  ar paotr " zo ganet e kreiz ar mor" an hini eo. Ur c'hloerdi bihan e oa eus ar skolaj-se d'ar c'houlz-se.
Kempennet a-nevez talbennoù an dornad letioù e-tal an iliz. Brudet ar restaorañtoù amañ. Emañ ur c'harr-boutin o c'hoari a-dreuz ar straed. Diaes dezhañ mont tre e porzh ul leti. Eus Bro-C'hall e teu. Kalzig a dud e kêr. Berzh a ra ar pirc'hirinajoù war a seblant. Bep sizhun ez eus unan a-hervez. D'an dibenn-sizhun a zeu e vo Pardon ar Vrezhonegerien ... hag adpardon.

Imgp0855_redimensionner Imgp0855_trao
Imgp0856_redimensionner









E dibenn ar straed a hed an iliz-rouanez emañ leanndi Merc'hed ar Spered Santel, seurezed anezho. Div eus ma moereb, Doue d'o fardono, a oa seurezed an urzh-se, he zi-mamm e Sant-Brieg. Deuet e oant en ti-mañ da dremen o retred. Amañ e oa marvet an eil, goude bezañ bet 50 bloavezh er Stadoù Unanet. Egile n'en em gleve ket ar gernevadez a oa anezhi gant he c'henc'hoarezed eus Bro Gwened. Setu hi aet da Sant-Brieg.
War nor an Iliz ar frasenn brudet he dije lavaret Santez-Anna : "me zo Anna, mamm Mari". Adlavaret e oa bet gant Yann-Baol II e-kreiz e weladenn amañ. Roet ar posioù-se da YB gant YB all :Yannig Baron, kasour Div Yezh anezhañ. Ha me o lenn hiziv er gazetenn, emañ Yannig o paouez kregiñ un harz-debriñ nevez da c'houlenn stroñs e vo graet da vat war dro Brezhoneg gant pennoù bras deskadurezh katolik Breizh. E 6vet harz-debriñ eo. Pezh am laka diaesik.

Imgp0854_redim Laouenn on bet o welet banniel nevez Santez Anna e brezhoneg ouzh moger an Iliz. An testamant nevez e brezhoneg 'm eus gwelet er stal-levrioù. Ha levr an oferenn. Met ker-ruz int : 50€ ha 40€ ! Ha skrivet e skolveuriek. Job an Irien zo tremenet dre ase !

Deus caritas est

Bet e Santez-Anna Gwened disul.  Keloù 'oa bet kaset eus ur brezegenn diwar-benn kelc'h-lizher nevez ar Pab " karantez eo Doue ". Pe "karantez ez eus eus Doue " ?
Un agnostik ez eus ac'hanon met aon 'm eus e teuan da vezañ intereset gant ar speredelezh seul ma 'z an  war goshaat :-).

Div dra eeun, bet lavaret gant ar prezegenner, emaon o telc'her soñj anezho :

Da gentañ, evit ar garantez e-keñver an dud. Techet an den da garet traoù a blij dezhañ en egile. Met gwell e vo dezhañ ehan d'en em glask e-unan en egile ha mont d'e zizoleiñ.
Da eil : ha pa vefe ezhommoù an dud kontantet gant ar Stad, e chomfe talvoudus ar garitez. Gwir eo ha bet prouet din diouzhtu. Echu ar brezegenn on bet o teuler ur sell war al levr ma vez skrivet warnañ o fedennoù da Santez Anna gant tud zo. Aspedennoù reuzus ken ez int a-wechoù. Darvoudoù kriz a vezo bepred daoust pegen mat e vo ar Stad.

Soñj 'm eus ivez eus un dra dic'hortoz bet klevet digant ur belleg pa oan yaouank. N'eo ket gourc'hemennet ar garitez gant Doue evit mad an hini a zegemer. Evit mad an hini a ro, ne lavaran ket.

sioulder ar beure

Imgp0760_redimensionnerNav eur diouzh ar beure. Mousker e vez graet eus ar garreg-se e-kreiz ar mor. Chomet a-sav karr ar paotr-se war vord an hent. Eus Liger-Atlantel eo. Ur brederiadenn a-raok emgaviou labour emichans. Mont a ran kuit buan. Keuz 'm eus da drouz ma c'harr-me.

John Kay (I)

John Kay, ar paotr-se en deus lavaret un draig bennak a zo e-touez ar re a soñjan enno ar peurliesañ.

Ur wech ouzhpenn en ul lenn un addiviz ouzh bilhed Mikeal Dreger war vlog OF. Komz a ra eus pal kelennadurezh Brezhoneg.

Alies e vez tizhet ameeun ar palioù er vuhez, eme JK. Da skouer ne vez ket eürus ar re a glask an eürusted. Ar re a ra war dro un dra bennak a blij dezho an hini a vez avat.
Deuet Bill Gates da vezañ pinvidik-mor dre garantez e-keñver ar stlennerezh ha neket e-keñver an arc'hant.

Ar re a oar saozneg a c'hellint lenn eur skouer eus an doare-meizañ-se : "the very existence of the reform agenda means that even piecemeal proposals that might otherwise obtain majority support are very difficult to implement"

stummerien meno

Selaouet un dael diwar-benn bec'h France-Soir ganin. Gouezet mat e vez, ne lenn ket kalz ar Frañsizien o c'hazetennoù. Dreist-holl ar re yaouank en tu-all da 30 vloaz - en tu-all e-keñver ar senior ez eus ac'hanon evel just :-). Ne lenn ar re-se kazetenn ebet a-hervez. Disheñvel-krenn Frañs diouzh Breizh-Veur ha Bro-Alamagn. Eno ez eus kazetennoù skignet stank. E London e vez gwelet krennarded, kazetenn ganto en treñ-buzhug. Er broioù-se ez eus kazetennoù galloudus awalc'h hag a stumm meno an dud, eme unan eus an daelerien.

Setu-me kaset da glask gouzout penaoz e vez stummet menoioù an dud e Frañs hag e lec'h all ? ... Ha penaoz e vez stummet ma menoioù-me ? :-)

Disheñvel Bro-C'hall diouzh Breizh-Izel ivez. Amañ e vez lennet gozik kement hag e broioù an hanternoz. Setu lakaet Bretoned zo da selaou un dael, hep gouzout dezho n'eo ket a-reizh, en e bezh, evito. Estroc'h eget ar gouarnamant a vag ar c'hreizennañ.

SPI OF

An Dreinded. Bremañ eo a zegouezh regatoù SPI Ouest-France. Bet e kêr da glask kaout ma c'hafe-bara-kornek-beure. Tud hanter zihunet, gwisket o dilhad-mor ganto, a ya war-zu an aod. Sparlet lod eus al lec'hioù parkañ. Deiz ar marc'had eo ivez, setu dalc'het plasenn ar marc'hallec'h gant ar stalioù. Leun-chouk an tachennoù-parkañ all. Setu ez an betek Kêr Karnak, e-kichen iliz Sant Korneli. Gwenn ha glaz an ostaleri-leti evel ma 'z eus kement anezho hiziv an deiz.

En ur zistreiñ d'ar gêr e hedan Stêr Krac'h. Emañ steudad ar bigi, heol en o gouel, o vont davet lec'h al loc'h.

Imgp0635_redimensionner




 

Heol en o gouel ? Bon ! Dec'h e oa bet skrivet se ganin. Hiziv er beure e rae glav a-bil ("a-rehin" a lavar ar Wenediz a-hervez) ha kalm-chok, teñval-sac'h an oabl paz emaon oc'h hedañ ar stêr. Jilgammat a ra ar bigi davet linenn al loc'h adarre. Met deuet int da vezañ bigi dre dan.

Imgp0644_redimensionner


 

 

Ha warc'hoazh e c'hoarie koach-koukoug an heol (*)

Imgp0671_redimensionner





(*) Aotreet an doare tremenet amañ gant PJ Helias :-)

O Kared rin abaoe deh
Abaoe kenta deiz ar bed
Warhoaz ken stard em-eus ho karet
Ma kollan alan hirio c'hoaz.

aboriginal art

Dec'h oa bet diskoachet programm ar FIL 2006 (Emvod ar Gelted en Oriant). Aostralia a zo ostiz a enor hevlene. Setu dalc'het ar gaozeadenn-ginnig e kannadi ar vro-se e Pariz. Digoret an abadenn gant ar strollad “brothers” a gevred ar c'hilt, ar biniou braz hag an didgeridoo.

War-lec'h prezegennoù kannadez Aostralia hag hini an ao. Pichard, e teu ur paotr hag a zo e karg aozañ un diskouezadeg diwar-benn arz an henvroidi (aborigènes). Bev c'hoazh eo an arz-se ha brudet. Sellet e giz-se outañ gant gouarnamant Aostralia. Pezh zo disheñvel diouzh doare mirdi an "arzoù-kentañ" a vo e Pariz hervez ar paotr. Eno e vo marv an traoù, war a gomprenan. Bet bannet war ar skramm meur a skeudenn a blije din. En hall emañ un diskouezadegig. E gwerzh emañ an oberennoù. War-dro 400 euro bep a daolenn. Un nebeud a villiadoù euro ar c'habelloù hag al luskoù, ar re-mañ traoù-aer skañv ha bresk e pluñv ha koad.

Erru er gêr e lakaan Google da vont en dro gant an danvez. Kavet lec'hiennoù marc'hadourien arz a vil vern hag ivez hini Oneworld, homañ kelaouenn hag a ra war dro an endro dre stourm evit mirout liester ar sevenadurioù.

Diogel securite

E bep seurt micher ez eus Bretoned

Diogel securite

ar brug hag al lann