Berc'hed, Mari ha Chann
E-lec'h ar mell ti e-kreiz ar skeudenn e oa ma skol gwechal : Skol Santez Berc'hed.
Iwerzonadez e oa Santez Berc'hed. Met n'em oa klevet netra diwar he fenn pa oan skoliad eno.
Da c'houde 'm eus lennet en ur levr gant Job An Irien :
«Berhed oa eun doueez keltieg, ha, pa lavarer mad, eo diez ober ar c'hemm etre an abadez a vevas e fin ar 5ed hag e penn-kenta ar 6ed kantvet hag an doueez, rag lec'h ez-eus da gredi eo bet da genta manati braz santez Berhed e Kildare eul lec'h payan lec'h m'edo nao gwerhez o terhel war elum eun tan sakr.
E gwirionez ez oa teir c'hoar doueezed anvet o zeir Berhed. Ar genta ampart e Barzoniez, divinerez, an eil oc'h ober war-dro ar pareans, an drede war-dro labour ar gov. Doueez-mamm evid ar Goidel(???) hag ar Briganti kenkoulz.
He c'houel oa stag ouz gouel an Nevez-Amzer d'an devez kenta a viz c'hwevrer anvet Imbolc pe Oimelg, e penn kenta mare an oaned, gouel ar buillentez ha dreist-oll gouel evid puraad pep tra goude krisder ha loustoni ar goañv :
"Tanvaad euz peb boued hervez an urz,
setu ar pez a zo da ober da Imbolc ;
gwalhi an daouarn, an treid, ar penn
evel-se eo henn lavaran. "
(Hibernica Minora p. 49 éd. Kuno Meyer)
Ar gouel paian a zeuas da veza gouel ar zantez kristen : Berhed, abadez Kildare. He gouel a zo an devez araog gouel ar goulou. Dre-ze eo deuet tost ouz gouel ar Werhez.
E spered ar Gelted Mari ha Berhed a zo bet liammet mad. Ar vamm-doueez goz a zo bet cheñchet e "Mari ar Gael". » (Evit eur speredelez breizad ha keltiek kristen)
Diwar-benn Jeanne d'Arc, gallez ha patromez ar barrez anezhi 'moa klevet amploc'h eget justoc'h evel-just.
Met un dra bennak eus Santez Berc'hed ez eus manet er c'harter. Al liorzhig-se a zo graet Santez Berc'hed anezhañ. Savet eo en-dro d'ur stank-kannañ kozh.




Commentaires