« mai 2006 | Accueil | juillet 2006 »

Frankiz

Ouzh mogerioù Sant-Malo emañ ar blakenn-se en enor da Lamennais.

Imgp1305_rogn_redim

 

 

 

 

 

Doue ha frankiz. Lod a gavo dezho bezañ an daou c'her enep an eil d'egile.

Sant-Malo, kêr Chateaubriand, hag eñ a enep da c'halloud Napoleon. Penaos kompren e asante ar Frañsizien d'ar galloud-se ? Gwell eo ganto bezañ ingal eget bezañ frank a zisklaerie ar skrivagner kristen anezhañ ivez.

Frankiz, ingalded, breudeuriezh : ger-stur ar Republik a vez komzet diwar he fenn deomp bemdez ... Doue. Sañset eo ar vreudeuriezh lakaat an div all da vont a-gevred.

Penndogenn

Bet e oan e Breizh er sizhun eil-diwezhañ. Un nebeud darvoudoù e oa : emvod Breizh Diawel e Dollo, manifestadeg e Roazhon, Devezh ar Brezhoneg e Karaez, Saloñs ar Veajourien Souezhus e Sant-Malo. Diazezet ma c'hamp e Sant-Brieg d.l.e. keit-ha-keit eus al lec'hioù-se. Buhez er gêr-se ivez a-drugarez da Arz-Rock !
Disadorn setu me o vont da Roazhon gant hentoù al louarn. Graet ma menoz ehanañ e Begereg (Bécherel). Goude bezañ tremenet dre gCaulnes e tiskuilh Kastell Kouelan dirazon. Kaer e kavan anezhañ. Moger uhel ebet endro dezhañ. War wel emañ en e bezh diwar an hent.

Imgp1138_redimensionner




 

Chom a ran a-sav dirak toull an ale, stumm gwareg dezhañ. Devezh al liorzhoù eo. Galloud a reer bisitañ adalek div eur d'an enderv. Hag emañ ar beure bremañ avat.
Damdost, ur pezh gwezenn derv a spurmantan ur skritellig ouzh he c'hef. 500 vloaz eo. Mont a ran tre a-benn he luc'hskeudenniñ.

Imgp1137_redimensionner




 

Pa emaon war-nes mont kuit e welan ur vaouezh o tont davedon eus ar c'hastell. Hastañ buan a ra. D'am gourdrouzañ evit bezañ aet tre ? Er c'hontrol ez on pedet da visitañ al liorzh ha pa n'eo ket an eur. Tra m'emaon gant ma gweladenn emañ itron ar c'hastell gant he c'herzhed donemonea, douraer en he dorn. Plijus al liorzh. Gwelet e vez koulskoude ne vez ket lakaet kalz arc'hant e-barzh.

Imgp1152_redimensionner

 

 

 

 

 

Ur wezenn gozh-Noe all ez eus : un irvinenn.

Imgp1146_redimensionner




 

Plantet e oa bet e 1638 en enor da c'hanedigezh an "Dauphin" ha penndoget da geñver emsav Breujoù Breizh e 1765.
En ur vont kuit ez an da drugareziñ an itron. D'he familh eo an domani.
"Kalz labour ez eus gant al liorzh. " emezon-me.
" N'heller ket chom a-sav morse" emezi
Lakaat a ran ur bilhed er c'hef 'zo e-kichen toull an ale. Savet eo bet ur gevridigezh a zastum arc'hant evit an nevezerezh.
E keit-se e oa tremenet ur c'harrad bennak a Vretonned e-biou , doare dezho mont d'ar vanifestadeg. Daoust hag-eñ e ouient e oa bet emsav amañ c'hoazh 240 vloaz zo ?

Emichañs o deus ehanet e Begereg ... amañ

Imgp1156_redimensionner




Imgp1156_rogn


 

 

Graet 'm eus evelto. Erbediñ a ran deoc'h ober memes tra.

Divorce is a killer for many

Mennet eo diwar ur studiadeg gant skiantourien eus Skol-Veur Kopenhag e vez liammet tost an torr-dimeziñ hag ar yec'hed fall. E-touez luskoù all e tiskouezh an imbourc'h e vez feur merventi evit ar wazed en o 40-50, pe yaouank pe dorret o dimeziñ, daou gement uhel hag evit ar re all... The Copenhagen Post (E saozneg)

ar brug hag al lann