« juin 2006 | Accueil | août 2006 »

Ur bar a oa (pe John Ford e Douarnenez)

(Kendalc'h "d'an tu all d'ar ster")
Pa oa aet kuit an den e respontoù mousfent e chomis ma-unan war ar blasennig. Goude ur pennadig e welis ur paotr all o tont gant unan eus ar straedoù strizh a bign eus an aod. A gamm korvigellek e valee. Pa voe erruet tostoc'h din e veizis e oan o paouez gwelet anezhañ dija. Bruchet e oa ouzh taol-evañ un ostaleri war an aod ma oan bet o klask eñvorennoù ma banne Guiness kentañ enni. Chom a reas a-sav diragon en ur horjellat.
- Amañ e oa ur stal a veze graet "amann hag uioù" anezhi gwechal. Emezon en un diskouez ur stal-gannerezh.
- N'ouzon ket petra a oa eno gwechal, emezañ, met un dra a c'hellan lavaret deoc'h : gwelet a rit ar stal-se ?
Bukañ a ra e viz etrezek ur stal all.
- Ya
- Bez e oa ur bar eno diagent ! Ha gwelet a rit ar stal-all-se c'hoazh ?
- ...
- Ur bar a oa en e lec'h ivez !
Hag eñ gant e hent.

Ur bed ken liesvroadek

Pa oan krennard e tremenen ar vakañsoù hañv e Douarnenez. Gozik pep wech e chomen eno betek ar reverzhi. Plijus e kaven ar mare-se, daoust d'an amzer c'hleb a veze o ren ar peurliesañ. Klouar an aer hag ar mor koulskoude. Kalzik a dud war ar chaoser hir-hir anezhañ. Lod anezho o pesketa. En devezhioù-se e vezen o c'hedal e teufe ar morc'hoc'hed gwenn war wel ("où le béluga est ?"). Ken kaer o lamm a vandennajoù dreist ar gwagennoù
Un nebeud bloavezhioù zo e oan aet en-dro eno d'ober ur "piric'hinaj war lec'hioù ma oad-krenn". Tremen a ris e-biou "la Plage des Dames". Moused zo a oa o splujañ diwar chaoser berr a-dal da Enez Dristan, evel ma raen-me. Re all a oa o splujañ diwar ar voger a zo dindan an ostaleri a sko war an draezhenn. Hardizh an tamm anezho rak uhel eo ar voger-se. Ur paotrig a oa ha ne grede ket ober. Kalonekaet e oa gant e vignoned en un doare dousig. Me ne greden ket kennebeut ! Na gwechal ... nag en deiz-se ...
Mont a ris betek ar c'hoc'hu ma voe mignoned din o chom en e gichen. Gwelet a ris ur paotr, senior anezhañ, o tont e-maez eus e garr :
- "Ha c'hwi a oar petra eo deuet an dud a oa o chom en ti-se da vezañ ?" emezon
- "N'on ket ac'hann," emezañ. "Eus Treboul on. Ni, Trebouliz, ne zeuomp morse amañ."
Ha Treboul c'harter eus "Douarnenez bras" dispartiet eus kreiskêr gant ster Porz Rhu hepken !
- "Ha c'hwi amañ koulskoude !" emezon-me.
- "Ya, d'ober ur weladenn d'am c'hoar on deuet. .... Ha petra a fell deoc'h ?... Dont a ra pep tra da vezañ kel liesvroadek (cosmopolite) bremañ siwazh !"
Er bloaz-mañ, en ur visitañ stalioù an embannerien e gouel "ar Veajourien Souezhus" e Sant Malo e ehanis dirak hini mirdi Kompagnunezh Bro-India. Eus an Oriant on. Setu-me "o sevel ma fri".
- "Pa viot en Oriant, deuit 'ta da welet ac'hanomp e Porz-Loeiz !" eme tud ar stal, startijenn enno, hag int war o leve eveldon. " Dek munut hepken e pad an treizh adalek an Oriant !"
Dek munut ! Keit ha ma pad mont eus Treboul da Zouarnenez emichañs.

diwezh ebet

Bet on bet o tremen en devezh e gouel etrebroadel al levr hag ar film Sant-Malo, graet "Beajourien Souezhus" anezhañ ("étonnants voyageurs"). Selaouet ur brezegenn gant Atiq Rahimi, skrivagner ha film-aozer anezhañ, ganet en Afganistan ha deuet da vezañ repuad politik e Frañs.

Un desenn doktorlezh zo bet tremenet gantañ e skol-veur Rouen. Diwezh ar filmoù a oa an danvez anezhi. Souezhus awalc'h evel ma tere ouzh ar gouel-mañ
.
Un diforc'h bras ez eus etre ar C'hornog hag ar Reter evit ar pezh a sell ouzh diwezh an istorioù, koñchoù, filmoù ... Er C'hornog eo ret bezañ un diwezh. Ret d'an istor heñchañ an den en ul lec'h, stad ... resis bennak pe zegas ur gentel gantañ...
Disheñvel eo e sevenadurioù eus ar Reter, hervez Rahimi. N'eus diwezh ebet gant un istor. Ma vefe  goulennet digant ur c'honter petra eo ar gentel e vefe respontet gantañ : " ez an da gontañ un istor all deoc'h". Ha setu ni degaset da "un noz ha mil".

Bar Hotel de l'Univers

Bet oc'h evañ ur banne kafe e bar brudet Hotel de l'Univers e Sant-Malo.

Imgp1287rduit




Pa savan em sav e lavar un den din e oan bet war "gador Hemingway". Kasour kevredigezh istor Sant-Malo eo emañ o toullañ kaoz ouzhin . Hag eñ o tiskouezh din skeudennoù eus kêr gozh Sant-Malo, goloet mogerioù an davarn hag an hotel ganto. Ha tapet unan ac'hanon e kador Hemingway gantañ.

Imgp1297_redimensionner







Bon ! Goûd a ran. Ne lakay den da soñjal er skrivagner-foeter-bro ! :-)

Plijout a ra aergelc'h ar bar-se din. Aes eo d'an den ijinañ ar rederien-mor o tont amañ da evañ o banne.

Imgp1296_redimensionner

Imgp1294_redimensionner





Un nebeud bloavezhioù zo edo eno ma-unan o c'hortoz e teufe ur mevel. Ha setu ur plac'h eus an Antilhez pe Africa o tont a-dreñv an daol-evañ. Peurdouellet ar paotr. :-)

Emgann Kergidu

Emaon war-nes echuiñ lenn Emgan Kergidu. Kontet ha skrivet en un doare bev-buhezek. Hag un tamm diegi ganin rak kement a draoù kriz. Torfedoù paotred ar republik, taolioù-kaer paotred feiz ha Breizh. Untuek ar skrivagner pa zibab an darvoudoù a fell dezhañ kontañ. Gwir ar re-se emichañs. Red d'ur bobl emdreiñ war-du an demokratelezh, arabat dezhi bezañ rediet gant ur bobl all.

ar brug hag al lann