Ur bed ken liesvroadek
Pa oan krennard e tremenen ar vakañsoù hañv e Douarnenez. Gozik pep wech e chomen eno betek ar reverzhi. Plijus e kaven ar mare-se, daoust d'an amzer c'hleb a veze o ren ar peurliesañ. Klouar an aer hag ar mor koulskoude. Kalzik a dud war ar chaoser hir-hir anezhañ. Lod anezho o pesketa. En devezhioù-se e vezen o c'hedal e teufe ar morc'hoc'hed gwenn war wel ("où le béluga est ?"). Ken kaer o lamm a vandennajoù dreist ar gwagennoù
Un nebeud bloavezhioù zo e oan aet en-dro eno d'ober ur "piric'hinaj war lec'hioù ma oad-krenn". Tremen a ris e-biou "la Plage des Dames". Moused zo a oa o splujañ diwar chaoser berr a-dal da Enez Dristan, evel ma raen-me. Re all a oa o splujañ diwar ar voger a zo dindan an ostaleri a sko war an draezhenn. Hardizh an tamm anezho rak uhel eo ar voger-se. Ur paotrig a oa ha ne grede ket ober. Kalonekaet e oa gant e vignoned en un doare dousig. Me ne greden ket kennebeut ! Na gwechal ... nag en deiz-se ...
Mont a ris betek ar c'hoc'hu ma voe mignoned din o chom en e gichen. Gwelet a ris ur paotr, senior anezhañ, o tont e-maez eus e garr :
- "Ha c'hwi a oar petra eo deuet an dud a oa o chom en ti-se da vezañ ?" emezon
- "N'on ket ac'hann," emezañ. "Eus Treboul on. Ni, Trebouliz, ne zeuomp morse amañ."
Ha Treboul c'harter eus "Douarnenez bras" dispartiet eus kreiskêr gant ster Porz Rhu hepken !
- "Ha c'hwi amañ koulskoude !" emezon-me.
- "Ya, d'ober ur weladenn d'am c'hoar on deuet. .... Ha petra a fell deoc'h ?... Dont a ra pep tra da vezañ kel liesvroadek (cosmopolite) bremañ siwazh !"
Er bloaz-mañ, en ur visitañ stalioù an embannerien e gouel "ar Veajourien Souezhus" e Sant Malo e ehanis dirak hini mirdi Kompagnunezh Bro-India. Eus an Oriant on. Setu-me "o sevel ma fri".
- "Pa viot en Oriant, deuit 'ta da welet ac'hanomp e Porz-Loeiz !" eme tud ar stal, startijenn enno, hag int war o leve eveldon. " Dek munut hepken e pad an treizh adalek an Oriant !"
Dek munut ! Keit ha ma pad mont eus Treboul da Zouarnenez emichañs.

Commentaires