« Ar brug hag al lann | Accueil | Saloñs ar madoù »

En ur dremen dre Garaez (ur wech ouzhpenn)

Divizet ganin foetañ bro war zigarez mont da saloñs al levrioù e Karaez, a oa dalc'het an dibenn-sizhun tremenet.
Dedennet eo an dud ken ez int gant an Arvor. Ha me o weladenniñ an Argoad bep wech 'm eus tro d'ober.
Setu, digwener, goude bezañ tremenet e-biou Roazhon e kregan gant un tamm kantreal a-hed ar Menezioù Are. Un 50 km bennak eus ar gêr-se emañ ar runioù kentañ, tro-dro Becherel evit gwir, ma 'm eus lennet ur wech all war ur skritell bennak edo ar c'hêrig-se ha Lokronan bep e penn ar chadennad. An eil e Breizh-Uhel hag egile e Breizh-Izel. Ha bet o-div gwechall lec'h a relijion ha bet graet berzh war industri ar gwiad ganto.

Kemeret penn an hent war-du menez Bel Air ganin, goude bezañ gwelet arouez ur gwel kaer war ar gartenn. Etre Collinée (Koad Linez) ha Moncontour (Monkantour) emañ.

Imgp1477_edited_reduit_1 En ur dremen dre St Launeuc, e-kichen Merdrignac, e choman a-sav dedennet gant ar wezenn-ivin gozh-noe e-kichen ar chapel, kaer anezhi ivez.

 


Imgp1479_edited_reduit_1 E douar-teil kreizenn kef ar wezenn-gozh e kresk ur wezenn-babu, a vez graet merisier anezhi (e galleg). Keñverit al loch pellgomz ouzh ar c'hef.



Imgp1481_edited_reduit_1 Stad en annezidi ar vourc'h gant o gwezenn !
En ur dremen greomp un tammig bruderezh evit levrioù diwar-benn ar gwez e Breizh.

An hini kentañ zo em zi e Paris. Gwelet a ran ez eus re all ha c'hallfe bezañ interesant ivez

 

War lein Bel-Air : ur chapel all, doare dezhi bezañ bet savet en XIXvet kantved. Dilezet an tamm anezhañ. Skeudennoù ebet diganin emañ an serr-noz o tont. Melloù antennoù a freuz kened al lec'h. Kempennet un toull-noz e-barzh mogerioù un ti-feurm. Ur c'haer a wel war ar vro. Emañ an departamant o paouez adplantiñ ur c'hoadig gwez-fav kempennet diouzh stumm ur steredenn, kurunenn war he zro. Diskleriet eo war ur bannell e blij aer fresk ha gleb Breizh d'ar gwez-fav, setu-int unan eus arouezioù ar vro. Ha me bezañ lennet e vez ar bec'h warno gant an adtommañ-hin ! Hag ar gwez-derv-glaz, arouez ar C'hreisteiz anezho, o vezañ en o bleuñv, ma c'hellan lâret, e Breizh !
Ger ebet evit pezh a sell ouzh ar chapel he deus hi-ivez ezhomm braz eus un tamm adkempenn. Anzav a ran ne gavan ket anezhi gwall gaer.
Ha me o vont war-du Monkantour, gant an hent VTT a asant degemer ma c'harr. Da serr-noz, war glask gwele, e foetan kêr, kaer-kenañ anezhi ha hi "petite cité de caractère de Bretagne" evel Becherel ha Lokronan. Leti ebet, na kambr-ostiz. Setu, gant keuz e plegan da 'm  flanedenn. Kemer a ran penn hent Sant-Brieg da c'houlenn bod digant ti-Accor ... ur wech ouzhpenn. (da vezañ kendalc'het)

Commentaires

Flux Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux de commentaires pour cette note.

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann