« gwirionez pe wirionez | Accueil | setu deroet prizioù FR3 »

donezonet-kaer evit ar speredelezh ?

Klevet e oa bet ganin an aotrou rabin Josy Eisenberg, anezhañ e karg eus an abadennoù TV yudev, o lavaret : "Gouzout a ouzon bremañ perak e oa bet dilennet Pobl Israel. Kavout a rae da Zoue en doa ar bed ezhomm ag ur bobl hag a vefe barrek war ar speredelezh anezhi". Trubuilhet an tamm anezhañ e oa an ao. rabin marteze o soñjal e politik Israel.

"Prederiañ a ra ar bobl emañ ar vuzulmaned o stourm outi" en doa lavaret an aotrou Mahatir, bet ministr kentañ pe kentoc'h “diktator sklerijennet" e Bro vMalaysia.

Mikeal dTreger ivez, en e levr "aborigène occidental" a ro ali d'ar Vreizhiz da brederiañ evel a ra ar Yudevion.

Setu-me, ur wech an amzer, oc'h arvestiñ "Gant ar Bibl digor", anezhi abadenn gant an ao. Eisenberg, interesus-kenañ an daeloù enni a gav din. Emañ meur a ziyudev ali ganin, peogwir ez eus anezho ouzhpenn an hanter eus an arvesterien a hervez.

Ha mod-se, tapet un dornad mennozhioù ganin a nevez zo, hemañ en o zouez :
Mar fell din cheñch evit mad unan bennak e teuio ganin a-benn ar fin.
Mar fell din cheñch evit ma mad ma-unan, em bo ezhomm a vezañ roet an dorn din.

Commentaires

Flux Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux de commentaires pour cette note.

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann