gwirionez pe wirionez
Aterset e oa an ao. Redeker gant Europe 1 er sizhun all. Eñ an hini eo a oa gourdrouzet ar marv dezhañ gant muzulmaned eus ar penn pellañ, abalamour dezhañ da vezañ skrivet ur pennad a-eneb d'an Islam er Figaro. Hag eñ aet da guzhat.
Goulennet oa gantañ hag en doa keuz. "Arabat kaout keuz da vezañ skrivet ar wirionez", emezañ.
Ha me bet diryaou o selaou ur brezegenn gant Edgar Morin, sosiologour brudet anezhañ. Komzet e oa eus al luzierezh (*), anezhañ danvez bet studiet gantañ e-pad e vuhez. Hag eñ o venegiñ Pascal en defe lavaret :
"N'eo ket ur fazi hag a zo ar c'hontrol eus ur wirionez don. Ur wirionez don all an hini eo."
Ret eo d'an den kondaoniñ ar gourdrouzoù hag enebiñ outo. Ha me a gav din emañ ar gwir gant Pascal memestra.
(*) complexité

Commentaires