« décembre 2006 | Accueil | février 2007 »

setu deroet prizioù FR3

Aet maout al lec'hienn internet gant Lionel Buannic. Laouen-bras ar paotr. Mat eo rak pouezus-dreist eo "Brezhoweb" evit dazont ar yezh.

Lire la suite "setu deroet prizioù FR3" »

donezonet-kaer evit ar speredelezh ?

Klevet e oa bet ganin an aotrou rabin Josy Eisenberg, anezhañ e karg eus an abadennoù TV yudev, o lavaret : "Gouzout a ouzon bremañ perak e oa bet dilennet Pobl Israel. Kavout a rae da Zoue en doa ar bed ezhomm ag ur bobl hag a vefe barrek war ar speredelezh anezhi". Trubuilhet an tamm anezhañ e oa an ao. rabin marteze o soñjal e politik Israel.

Lire la suite "donezonet-kaer evit ar speredelezh ?" »

gwirionez pe wirionez

Aterset e oa an ao. Redeker gant Europe 1 er sizhun all. Eñ an hini eo a oa gourdrouzet ar marv  dezhañ gant muzulmaned eus ar penn pellañ, abalamour dezhañ da vezañ skrivet ur pennad a-eneb d'an Islam er Figaro. Hag eñ aet da guzhat.
Goulennet oa gantañ hag en doa keuz. "Arabat kaout keuz da vezañ skrivet ar wirionez", emezañ.

Ha me bet diryaou o selaou ur brezegenn gant Edgar Morin, sosiologour brudet anezhañ. Komzet e oa eus al luzierezh (*), anezhañ danvez bet studiet gantañ e-pad e vuhez. Hag eñ o venegiñ Pascal en defe lavaret :
"N'eo ket ur fazi hag a zo ar c'hontrol eus ur wirionez don. Ur wirionez don all an hini eo."

Ret eo d'an den kondaoniñ ar gourdrouzoù hag enebiñ outo. Ha me a gav din emañ ar gwir gant Pascal memestra.

(*) complexité

Kousk Breizh Izel


MOV08506
Video envoyée par calumette

N'eo ket memes mod ha "filmig ar c'hoad". Fromus memestra a gav din. Hag e komprenan ur poz bennak.

Mard it da bajenn Calumette war Dailymotion, taolit ur sell d'ar video diwar-benn an andonier (pe feunteunour). Deoc'h da gaout ho ali : pe emañ gwirion ar paotr pe emañ oc'h ober goap ac'hanomp :-)

Un eontr din a lavare e oa anezhañ un andonier ivez. Hag eñ beleg ha person. War a lavare e oa kavet dour gantañ ue wech bennak pa oa savet tier gant tud eus eskopti Kemper.

Plaenenn Neauphle

Boas on da ober ma zro VTT e tro Plaenenn Neauphle. Glaz ar blaenenn, sioul Kêr-Neauphle en he c'hichen.
Emañ ar parkeier-mañ hag an tier e Parrez Plaisir. Met bez' ez eus tier eus Parrez Neauphle hag a zo war vord ivez.

Imgp1746_web

 

 
 

 

 

Ha lennet ganin a-nevez e c'hellfe sevel trouz ha firbouch dre amañ. War a lennan e-barzh ar "Parisien" emañ ar PSG, klub mell-droad brudet anezhañ, e soñj treuzlatiñ e gamp gourdoniñ.  E koad-meur Sant-Jermen emañ hennezh bremañ.  Al lec'h-mañ, kinniget gant Kêr-bPlaisir anezhañ, a zo e-touez an dornad emañ ar c'hlub o tibab etrezo.

Setu mantret an annezidi zo o chom e-kichen, a gave dezho e vefe sioul o endro pell bras.
Aotrou maer Plaisir an hini eo a zo perc'henn an dachenn. War a lavar ne ray ket e vad eus an dra-se ! Rak feurmet e vo al lec'h, gwerzhet ne vo ket.
Dimp da gompren penaos ne ra ket an den e vad pa feurm e-lec'h gwerzhañ !

N'en deus ket ar maer da gaout aon rak ar vouezherien bet lakaet diaes. E parrez Neauphle emañ ar peurliesañ anezho o chom, hag ar peurrest a vez stag start ouzh an tu dehou evel ma 'z eo-eñ emichañs.

Plijout a ra din an dro-lavar vreizh -mañ : "Penaos emañ ar bed ganeoc'h ?"
Emañ ar bed  gant an den o cheñch dalc'hmat. A-viskoazh ha da-viken.

 

Imgp1756_web

 

 

 

 

Hervez ar skritell-mañ, he gwerenn saotret en un doare ken trist, e oa liestrevad amañ gwechall gozh : chatalerezh, gwerjezoù, gwini, ha m.o.m. Parkeierigoù e-lec'h ar Park divent zo bremañ.
War wasaat e yelo an endro amañ. War wellaat e yelo e koad-meur Sant-Jermen emichañs.
Bon ! Pell emañ Sant-Jermen din da vont di da ober ma zro memestra ! Ret vo din en em frealziñ dre deuler un taol-lagad d'ar gwel kaer-mañ en ur dreuziñ Neauphle

 

Imgp1748_web

An davarn gozh

Kozh-Noe an ti. Er grennamzer e oa roet justis amañ. Justis vras, krenn, bihan eo skrivet war ar skritell. Ti ar barner e oa war un dro, paotr eus an noblañs anezhañ, evel ma oa kustum en amzer-se.
Setu deut tud zo, gwechall, dre an nor-mañ da vond d'ar chafot !
An diabarzh a zegas soñj eus ur pub din. Kaer an daol-evañ goad gant he filiri, he zresoù ha rikamanoù mod Breizh. Ha dister peurrest eus ar peadra. Ezhomm e vefe ag ur c'hinklour pe ginklourez a-feson.
Chichant ha yaouank an ostiz. Hag eñ, n'eus ket mall warnañ degemer an arval zo o tont. O varvailhat emañ gant unan all. Gortoz a ran e vefe dibunet e gaozh betek poent ma teurvez d'am c'haout.
Mad ar banne te. N'eo ket seurt a zu an dour diouzhtu evel ma vez servijet e meur a davarn !
Mont a ra ar gaoz en-dro adarre. Goulennet eo gant ur paotr yaouank all abaoe pegeit emañ o chom hep butuniñ.
- Ur miz hanter. Emezañ, goude bezañ sunet e vanne kafe.
Ha ma spered o kantreal un tammig.
D'ur poent e teu doare da vouezh an ostiz bezañ fromet an tamm anezhi :
- Deut eo honnezh da weladenniñ anezhañ meur a wech. Ha setu-hi o chom en e di bremañ ! emezañ
- Laouen on evitañ, ken ez on. Eme an hini all meur a wech. Fall oa ar jeu gantañ abaoe marv e wreg.
- N'ouzon ket hag eo honnezh unan a feson. Met pa emañ o chom en e di, eo sur e plij dezhañ. Eme an ostiz en ur vont da gaout ur plac'h a zo o c'hortoz dirak mekanik ar "Française des jeux"
- Unan a feson ... unan a feson ... met pa vez an den en e dri-ugent vloaz. Eme an arval. Adlavaret a ra se d'e roched hep echuiñ e frasenn
E-keit se eo arru an ostiz dirak ar plac'h. Pokoù dezhi. Ha setu ar mekanik FdJ o vont en-dro. Laviget an dornigelloù pe voutonioù ouzh  he zalbenn gant ar plac'h. Delc'her a ra an daou den yaounk gant o c'haoz. Anv ez eus eus ur c'hrogad sport bennak a vo dizale.
Dont a ray un den pe un daou bried bennak c'hoazh. Ha setu ar gaoz en-dro adarre.
Da c'houde pa dreuzan ar blasenn e welan un davarn all, doare arnevez  dezhi. Leun awalc'h emañ. Ha me a gav din eo laouenn ostiz an hini all. N'eus nemet mignoned eus e bratik.

ar brug hag al lann