Ar vaouez he dek kazh ha pevar-ugent
Darn n'ouzon seurt eus o santimañchoù e-keñver al loened.
En deiz-all e oa bet lakaet an tan gant ur vaouez en he ranndi. Hag un
tregont a c'hizhier e-barzh ganti. Lazhet un ugent anezho. En ospital
emañ ar plac'h. Ne oa lavaret tra eus ar stad anezhi gant ar gazetenn.
War vezañ taolet er-maez gant an ofis HLM edo.
Betek dek kazh ha pevar-ugent ez eus bet ganti en he ranndi a-hervez.
Hag ur c'hi bennak. Ensellet e oa bet al lec'h gant kevredigezh
Brigitte Bardot. Gwelet he doa homañ e oa serret al loened e kaouedoù,
med ne oant ket boufonet. Bod he doa kavet da dri-ugent anezho.

Commentaires