« Selaou | Accueil | Ar vaouez he dek kazh ha pevar-ugent »

bar de la tour

Sul beure anezi, aet ma gwreg da Vro Danmark d'ober war dro he mamm, kavet toull an ti ganin (evel ma lavar Sant Jules Gros), e soñjan mont da zijuni en davarn ha prenañ boued war un dro. Setu me gant ma c'harr war-gaout Neauphle, a blij din ar gêrig-se.

Digor an ti-bara, serr an davarn. Ha me gant ma hent adarre da gavout un daol-evañ da lakaat ma "chausson aux pommes" warni e-kichen ur banne kafe. Ar "chausson aux pommes", n'ouzon ket petra vez graet eus al lipouserezh-se e Brezhoneg. Ha me taer an tamm ac'hanon warnañ.
Goude bezañ foetet bro un dek km e erruan war-dro Maurepas. Mont a ran diouzh ar skritell " le village ". En ur steredenn-hent e welan an davarn venniget, "bistro de la tour" war he zal, un tri pe bevar c'harr en he c'hichenn.
E Portugaleg emañ ar gaoz o tibun etre an ostiz hag an dornad a arvalien. Skerboù ha bannieloù kluboù "futebol" a c'holo ar mogerioù hag al lein. "Força Portugal" eme ur skerb e livioù ruz ha gwer. Dont a ray un den yaouank bennak c'hoazh. Hag int o vont e Portugaleg ivez.
"C'hwi a dle bezañ eus ar Portugal" emezon-me d'an ostiz pa baean. Diouzh e vouschoarzh e welan ne gav ket re fentus ma ger. Emañ ar gwir gantañ siwazh. Pe emañ o paouez komz eus ar vanifestadeg gant e vignoned.  Drouklaouen eo an dud eus ar Portugal gant o gouarnamant a-hervez. Graet e soñj gant hennezh nebeutaat koñsuldioù o bro e Frañs.

Imgp2190_web Pa emaon war ar blasennig adarre e welan eo bras awalc'h an ostaleri, he sal-debriñ enni hag he zi all outi. Emichañs e vez leizh a dud eus Portugal war ar pemdez da vare meren.

 


Imgp2201_web Ha me da vont da glask da welet an tour, bet roet an anv ken gall d'an davarn dioutañ. 

 

 

 

Imgp2194_web Eur chapel ez eus en e gichen.

 

 

 

Imgp2211_web Ur c'haer a weledva gant ar stang en traoñ. Ar maez evel pa vijed 100 km eus Pariz. Roud ebet eus kêr-nevez vras-meurbet a zo eus Maurepas, darn eus St Quentin-en-Yvelines.

 

 

Nag eus an divroidi a zo o chom enni. Hini ebet anezho e-touez ar valeerien a welan. Degaset eo da soñj din pezh a lavare ur mignon din a zo o chom en Naoned. Ne vez ket gwelet an divroidi war ar maez e Bro Naoned. Ha leizh anezho o chom eno. Roet en doa ma mignon da c'houzout din petra oa an abeg d'an dra-se hervezañ. Mes n'em eus ket dalc'het soñj.

Imgp2216_web Awenet e vez tud zo eus Maurepas gant an tour kozh, war a seblant.

Commentaires

Flux Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux de commentaires pour cette note.

Ya, dreist eo oberenn sant Jules Gros, pe Jules Gros benniget, giz ma vefe laret e 101... Plijus e vez tourioú ha tavarnioú, ha chapelioú ivez.

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann