« Gwagenn.tv (dreist !) | Accueil | Selaou »

notennoù-skol Einstein

Imgp2189_webUr c'hendegouezh eo. Emañ Rezore o paouez embann ur bilhed diwar-benn notenniñ ar vugale er gantinenn pa edon-me war-bouez kinnig ar pennadig-mañ.


 


Klevet an danevellig-mañ digant ur paotr hag a oa kuzulier da Herve Bourges pa oa hennezh rener ar chadenn gentañ, a vez graet TF1 anezhi bremañ. Da c'houlz-se ne oa ket brav stad ar chadenn, hag e oa HB o klask adlakaat anezhi war he flom. Setu an istor :

Deuet eo ar paotrig Einstein er gêr eus ar skol e follenn-notennoù gantañ. Paket 3/20 e matematikoù ha 18/20 e violin. Hag eñ o tiskouezh d'e dad. Ha petra a ra hemañ ? Ober a ra e c'hourc'hemennoù dezhañ evit ar violin ha ne lavar grik diwar-benn ar matematikoù.

Bon ! N'on ket sur e vefe gwir an istorig-se. Hag e plij din memestra.

Einstein2

Commentaires

Flux Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux de commentaires pour cette note.

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann