Hunvreoù torret ?
Ar Bibl diskuliet. Lakaet eo DVD ar Film-kelenn-mañ e gwerzh war VODEO. Gwelet em boa anezhañ en TV ha skrivet ur pennad dija diwar e benn er blog-mañ. Bezit dinec'h n'emaon ket oc'h ober abostolerezh amañ. Ret e vije din gouzout ar wirionez da gentañ ! E rummad "Cheñchamant a deu er bed" emañ ar pennadig-mañ. Sed-aze ar pezh emaon gantañ : ar cheñchamantoù a zegouez en den diwar ar cheñchamantoù a zegouez er bed.
Emañ an arkeologourien o kavout traoù nevez hep ehan. O micher eo. "Se a zo bet a-viskoazh hag a vo da viken" a lavar unan eus mignoned Jules Gros :-) . A-fed ar Bibl e vezer lakaet da c'houzout muioc'h-mui peseurt re eus e zarvoudoù a zo tremenet en Istor gwirion Mab-Den ha peseurt re n'int ket. Setu ret d'an dud a feiz ober diouzh-se.
Gant Istor hon tadoù-kozh Breizh e tegouezh hevelep traoù ur wech an amzer. Deomp-ni neuze, Breizhiz d'ober diouzh ar skiant nevez.
Emaon o lenn "La Nuit Celtique" gant Mikeal Dreger ha Donatien Laurent. Displeget gant an Ao. Laurent an orin kozh-kenañ d'an Dromeni. Hervezañ e c'hoari honnezh bloavezh ar Gelted Kozh a glotfe e ouelioù gant ehanoù ar brosesion. Da skouer : digeriñ a ra ar bardonerien o bale en ur c'houlenn yec'hed digant dour eus feunteun Santez Eutrop. Dre ober se e tegasfent da soñj e oa kala-goañv gouel an uhelvarr (gui) hag a wellae pep droug hervez ar Gelted.
Ha dres goude bezañ lennet se e welan er Wikipedia e vefe lakaet en arvar bremañ un tamm eus ar pezh a zo gouezet diwar-benn an deiziataer er mare-se. Diouzh an hengoun e veze kala-goañv beg ar bloavezh keltiek. Se a zo kaoz e oa kevret ouzh beg ar brosesion gant an Ao. Laurent. Nemet e lavar bremañ ur c'helenner eus skol-veur Bristol, Ronald Hutton e anv, n'eus dave ebet da se er skridoù eus a-raok an 18vet kantved. Setu-eñ o terriñ un tamm eus hor hunvre.
"Torrerien-hunvreoù-all" ez eus e-touez an istorourien. Gozig daou vloaz zo, em-boa lennet aterseadenn Philippe Tourault, anezhañ eus Kêr Naoned. E Ouest-France e oa. Hag eñ da lavaret :
" E penn-kentañ em-boa kredet e oa bet roueed e penn an Armorik kozh abaoe ar IVvet kantved. Sellet pizh ez eus bet ganin e sklerijenn al labourioù-istor a-nevez. An darn-vuiañ eus ar roueed-se ne oant nemet roueed-vojenn. Ijinet int bet gant Geoffroy de Monmouth er XIIvet kantved ha miret war-lerc'h dre an hengoun."
Hag evit Nevenoe hag Emgann Ballon ? Ar paour-kaezh-den ne oa bet na roue e Breizh na trec'h e Ballon , eme an aotrou Tourault ! N'eo ket kollet pep tra evelato. Ar re a oa deuet war e lerc'h : Erispoe, Salaün, Alan ar Braz, ar re-se a oa gwazed ! Bountet ar Franked ganto d'an tu-all da Roazhon ha da Naoned hag aloubet broioù hag a astenne Breizh betek an Armorik.
Bon ! Aez e choman a-benn ar fin. Paneve un draik : ma zi-shirt, skrivet warnañ : "Nevenoe, tad ar vro". Hag eñ tad-kozh pe dad-yaou evit gwir :-).

Commentaires