Bugaligoù dindan an amzer
Jardinoù-bugale (jardins d'enfants). Trouz zo diwar o fenn e Breizh evel ma ouzoc'h.
Eus Bro Denmark emaon o paouez dont. 'M eus ket klevet e vefe an dud eno o klemm ouzh ar stad. Evel-hent e oan lakaet da c'houzout div draig souezhus.
E jardinoù ar vro-se (børnehave) e vefe ar vugale dindan an amzer hep ehan. Gwell ganto bezañ er-maez eget bezañ en-diabarzh, a-hervez. Siouloc'h e vezont. Bon ! Trouz a sav etrezo a-wechoù memestra. Neuze e vez kelennet dezho diluziañ o c'hudenn o-unan. Nac'hañ a ra an dud e karg hen ober en o lec'h.
Ha petra a soñjfe eus se Yann-Mael, ma mabig-bihan, 18 miz dezhañ ?
Gouezet e vo marteze. Labourat a ra Pia, anezhi keniterv d'e dad, er
seurt jardin. Ha pedet ar mabig d'ober ur weladenn pa yelo da vro e
vamm-gozh .
N'eo ket re domm an amzer diouzh ar goañv e Bro Danmark. Ne gredan ket
soñjal e lec'hioù all, da skouer : en Enez-Skorn, e Bro C'hlas
(Groenland) ... :-)

Commentaires