« Mervel un tamm eo dibab | Accueil | Péter les plombs »

Eus Breizh on

Kavet ur romant danek ganin hag a zibun e steuñvenn e Breizh.

Den_kloge_jomfru_r "Den kloge jomfru" gant Lis Vibeke Kristensen. Etre meur a soñj  e choman evit treiñ an titl-se. Pe "speredek" pe "fur" evit "kloge". Pe "plac'h" pe "gwerc'hez" evit "jomfru". Setu-me o chom etre peder zroidigezh ! Pa 'm bo lennet muioc'h eus al levr e c'hellin divizout marteze.
Karantez a zegouezh etre Yann, deuet da zeskiñ e vicher ostiz hotel e restaorant e eontr e Paris, ha Nana deuet da vezañ "jeune fille au pair" evit tec'hiñ diouzh e familh e Bro Danmark.
Lenn a ran er skrid-diverrañ ez aint o-daou da Vreizh. Yann a yelo da soudard e Bro an Aljeria, hag eñ lazhet eno. Chom a raio Nana e Breizh ha delc'her he-unan hotel ar familh. Setu he buhez-hi oc'h ober al lodenn vras eus ar romant.
Un arroudennadig 'm eus kavet fentus. Pa lavar Nana da Yann ez eo-hi Danadez e c'hoarzh daoulagad hemañ hag e respont :
"Viking. Eveldon !"
ha neuze, "c'hwezet" an tamm anezhañ, evel pa vefe o tisplegañ holl :
"Eus Breizh on"

Commentaires

Flux Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux de commentaires pour cette note.

Fin eo ar plac'h, marteze, kentoc'h eget fur pe speredek... Ul levr dedennus, war a seblant. Vikinged ha Breizhiz...

...pe an dimezell fin, evit treiñ den kloge jomfru!

Trugarez deoc'h.
Gwelet em boa em geriadur "gyldendal": klog adj. intelligent; sage, sensé, prudent, avisé, circonspect
setu e oan chomet etre "speredek" ha "fur".
War a lennan e Favereau e talv "fin" kement ha "futé, malin" kentoc'h

Met ur gudenn all zo. Daoust dezhi bezañ fur, erru war-dro pajenn 30, n'eo ket dimezell Nana ken, hag hi n'eo ket itron c'hoazh :-)

Ya, ar gwir zo gant Gyldendal, e-keñver ar furnez hag all... met setu, fin e vefe kentoc'h ar plac'h, neuze, hervez ar pezh hoc'h eus skrivet, ha n'eo ket dimezell kennebeut. Ur ger a zo heñvel ouzh an hini e daneg a dalv e islandeg ur plac'h skañv, just-awalc'h: frauka, en ur doare mousgoapus eo.

'M eus ket gellet chom hep ober ar c'hoari-ger aes-se ! Aet on re bell ganti, 'm eus aon.
Evit gwir ez eus karantez sirius etre Nana ha Yann. Ha dic'hoarzh e vez doare ar romant.
Emañ bremañ Nana e Breizh o klask plijout da vamm Yann. Komzet e vez un tammig eus brezel Bro Aljeria gant mignoned Yann. Santet e vez ar reuz o tont.
Evit an obererez, anaoudegezh he deus e Breizh hag er Vretoned, a gav din.

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann