Distro ar c'hoad
Lien: Le Télégramme - Bretagne - forêt de Lanouée. Achetée par Louis Dreyfus.
Setu prenet Koad Lannoez gant Strollad Dreyfus...
Lakaet e vo da genderc'hiñ keuneud ha prenn. En deiz-all 'm boa klevet
en TV piv a oa perc'henn koajoù kentañ er bed a-bezh. Ur
strollad-maen-eoul an hini eo. An hini a zo krogenn sant-Jakez e
arrouez.
Ur pemp bloaz warn-ugent zo em boa selaouet ma bank ha postet ganin un
tamm arc'hant en o foñs-koajoù. Ne oa ket graet re a verzh gant ar
raktrezh !
En embregerezh e Pariz ma labouren e-barzh, e oan en em gavet gant ur paotr hag a oa sot gant ar c'hoajoù. Hag eñ o prenañ pep koad a oa lakaet da werzh tro-dro Karnak. " petra a c'hoarvezh ganeoc'h-c'hwi Bretoned, o tilezel ho koajoù." emezañ din. n'ouzon ket petra eo deut da vezañ. Pinvidik-mor eo bremañ marteze.
Bet e oan warlene o welet Koad Lannoez. E-kichen Joslin emañ. A-raok an dispac'h braz e oa unan eus noblañsoù ar Rohaned. Gant ar re-se e oa ar monopol da genderc'hiñ an eorioù da verdeadurezh ar roue. Setu implijet keuneud eus Koad Lannoez en o govell.
Emañ ar bed o cheñch evel-just, mes pas kement-se a-wechoù e fin ar gont.

Commentaires