« octobre 2007 | Accueil | décembre 2007 »

Louis Jouvet ha Villiers-le-Bel

Louis_jouvet_r_2

"Louis Jouvet" e vez  graet eus levraoueg Villiers-le-Bel. Hag eñ arrouez eus sevenadur uhel Frañs. Un tamm dreistgwirvoudel (1) e kavan se.
Genedig eus Kraozon e Breizh e oa Louis Jouvet. N'ouzon ket peseurt santimañchoù e vage e-keñver Breizh. Meur a film gantañ 'm eus gwelet gwechall, hep gouzout din e oa ur Breizhat. Pezh ha gavan ken "dreistgwirvoudel"-all

(1) surréaliste

Bernard Le Roux a zeu war-lerc'h Fanch Broudic e FR3

Liamm : Le Télégramme - Finistère - France 3..

Daoust petra a soñj Kristian (Rezore) eus se ? :-)

Ar redadeg

Kemennadenn digant KSB :

Demat d'an holl !

Evit ma rafe berzh Redadeg kentañ e Breizh (redadeg 600 km evit ar brezhoneg) em eus ar blijadur da ginnig deoc'h chomlec'h lec'hienn ar raktres. Kavout a reot war al lec'hienn titouroù pleustrek diwar-benn ar raktres. Evit ma vefe menegeret mat al lec'hienn-se war ar rouedad e c'hellit lakaat al liamm war ho lec'hienn, blog, myspace...

Trugarez evit ho skoazell !
Gwenvael Jéquel
Kenurzhier Kuzul Sevenadurel Breizh
www.kuzul.info

Eneb-butun : muioc'h hep ehan

Lien: Le Monde.fr : Antitabac : toujours plus.

A-du on gant meno ar plac'h a vez graet anezhi "vivement le 1er janvier" e-barh ar c'h"commentaires". "mutatis mutandi" evel-just pa 'z eus ur paotr ac'hanon.
Lâret a ran he anv-bluñv bemdez !

Stourm mat Martin Hirsch

Liamm: Le Monde.fr : Le bon combat de Martin Hirsch, par Eric Le Boucher.

"Cheñchet eo ar beorien a zo anezho ar re dilezet da gentañ. Gwechall e veze ar re gozh hag ar re glañv. Bremañ e vez ar re zalc'het er-maez eus al labour, tud yaouank pe merc'hed an darn vrasañ anezho."

Setu pezh a lâr ELB, frankizour anezhañ. Ha Martin Hirsch eus an tu kleiz.

Ne oa ket yen an amzer

Tremenet al laeron dre hon ti ur c'hwec'h miz zo. E vakañsoù e oam. Deuet daou baotr war an deiz, d'an abardaez. Torret ar stalaf hag ar prenestr ganto ha graet o zro en ti buan ha buan. Aet ganto ma fPC-hezoug ha bravigoù a oa war-wel. Hag int d'ar red d'o c'harr war wel eus krennarded o tonemonea war hent ar poull-neuial.

Lire la suite "Ne oa ket yen an amzer" »

Porzh Goustan

Porzh-Goustan en Alre. Kaera da lec'h !

Imgp0770_rec_red

Lire la suite "Porzh Goustan" »

N'eo ket dezho e vez ar gwasha

Er "galeoù" e vez ul lodenn vras eus an dud a ya d'o labour er c'hêrioù brasañ evel-just. Met n'eo ket d'ar varc'hegerien-mañ e vez ar gwasha ! Plijus e tle bezañ ken niverus o herzel ouzh ar c'hirri-tan ! Lavaret e vefe  eo e Broioù Izel pe zDanmark ez eo.

Kezeghouarnr



(digant Le Parisien)

Distro ar c'hoad

Lien: Le Télégramme - Bretagne - forêt de Lanouée. Achetée par Louis Dreyfus.

Setu prenet Koad Lannoez gant Strollad Dreyfus...

Lire la suite "Distro ar c'hoad" »

Ar galloud-prenañ da gentañ

Armerzhour on ha c'hoant em bez da gomz eus un tammig eus armerzh (ekonomiezh) e brezhoneg ur wech an amzer. Un digarez d'ober 'm eus kavet en ul lenn ur pennad e Le Parisien : "O galloud-prenañ kentañ trubuilh ar Frañsizien" e ditl.

Lire la suite "Ar galloud-prenañ da gentañ" »

ar brug hag al lann

Furnez an dud

Liv an amzer e Breizh

Keloù digant an ABP