Louis Jouvet ha Villiers-le-Bel
"Louis Jouvet" e vez graet eus levraoueg Villiers-le-Bel. Hag eñ arrouez eus sevenadur uhel Frañs. Un tamm dreistgwirvoudel (1) e kavan se.
Genedig eus Kraozon e Breizh e oa Louis Jouvet. N'ouzon ket peseurt santimañchoù e vage e-keñver Breizh. Meur a film gantañ 'm eus gwelet gwechall, hep gouzout din e oa ur Breizhat. Pezh ha gavan ken "dreistgwirvoudel"-all
(1) surréaliste


Dreistgwirvoudel, ur ger dreist!
Ur sal Louis Jouvet ez eus e ti TNB e Roazhon, ur sal bras ha brav hag a vez implijet dreist-holl evel ur sal-sinema. Skeudennoú Jouvet war ar mogerioú hag all. Maget en doa an aktour brudet santimantoú e-keñver Breizh, kredapl...
Rédigé par:Ingivaldur | le 02/12/2007 à 11:51