« Porzh Goustan | Accueil | Stourm mat Martin Hirsch »

Ne oa ket yen an amzer

Tremenet al laeron dre hon ti ur c'hwec'h miz zo. E vakañsoù e oam. Deuet daou baotr war an deiz, d'an abardaez. Torret ar stalaf hag ar prenestr ganto ha graet o zro en ti buan ha buan. Aet ganto ma fPC-hezoug ha bravigoù a oa war-wel. Hag int d'ar red d'o c'harr war wel eus krennarded o tonemonea war hent ar poull-neuial.

A-nevez zo omp bet galvet gant ar polis. Kavet unan eus al laeron ganto, emezo. Ret deomp dont da lakaat e anv en hor c'hlemm.
"Goût a ray ar paotr-se hor bo-ni lakaet klemm" eme ma gwreg an tamm nec'het anezhi paz erruomp d'an ti-polis.
Degemeret omp gant an ensellerez, hag hi plac'h sichant, startijenn ganti. Lavaret a ran pezh omp prederiet gantañ.
"N'ho pez ket aon" emezi " laeroñsi a rummadoù zo tamallet d'an den. Unan hepken e-touez ur bern eo hor hini."
Kerkent ha bezañ dinec'het diouzh an tu-se e ran van evit an tu-all.
Dindan oad eo al laer a soñj din. Ha klevet ganin lavaret e veze lakaet o flanedenn d'ar wallgrennarded da vare o zorfed kentañ. Ma vefent kastizet d'ar wezh-se diouzhtu e vezent dalc'het gant an "hent fall" kasi sur.
Plac'h "diouzhtu" eo an ensellerez. "Ha dilezel a rafe ho klemm bremañ paz eo paket al laer ?!" emezi.
Hag hi o tibun he c'homz ken n'hallan ket rannañ ger. A-benn ur pennad : "Ma roit ur pemzek a eilennoù din e vo displeget ma soñj deoc'h" emezon-me
Setu graet. Hag ar plac'h all er burev, ensellerez anezhi ivez, da lavaret :
"Komprenn a ran ac'hanoc'h. Emañ ar gwir ganeoc'h. Met adskoer eo ar paotr-se. Aet e oa da dorfedour pell zo dija. Stag eo outi ken ez eus bet divizet bac'hañ anezhañ gant ar barner. N'hellit ober man ebet ken."
Paz eo erru fin hon difraeoù, o welañ emañ hon ensellerez laouen o komz :
“Souezhet on en deus lezet an den roudoù e vizied ouzh ar prenestr.” emezon
“Ha c'hwi a zo c'hoant ganeoc'h gouzout perak ne oa maneg ebet gant Karim ?” emezi
“Ja”
“Lavaret en deus din ne oa ket ezhomm peogwir ne oa ket yen an amzer !” emezi
Soñjal a ran ne rae ket foutr Karim bezañ tapet eta. Klevet em boa lavaret e oa krennarded zo hag a rae kement ma c'hallent da vezañ tapet. Fellout a rae dezho mont en darempred, koust pe goust, gant tud en oad ha pa vefe poliserien ar re-se. Met ne rannan grik.

Commentaires

Flux Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux de commentaires pour cette note.

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann