Porzh Goustan
Brav e vez an den pa emañ oc'h evañ e vanne bier Breizh, en ur sellet
ouzh ar mare tre pe lano en e nerzh, hag eñ en e goazez, war unan eus
al leurioù-tavarn, war ar c'hae a-hed al Loc'h.
Porzh-mor e oa, n'eus ket ken pell, ken na oa deuet an hent-houarn. Amañ en doa aochet an Aotrou Benjamin Franklin pa oa o tont da c'houlenn skoaz digant Frañs da gas ar Saozon er-maez eus e vro, hag hi graet bremañ Stadoù-Unanet anezhi.
Ker eo din ivez abalamour din da vezañ bet o chom amañ pa oan bihanik e
diwezh ar brezel bed. O c'hortoz e vefe diac'hubet an Oriant digant an
Alamaned e oa ma zud. War an duchenn a sav a geñver d'ar c'hae war
gaout kreiz-kêr an Alre, e oa hor ranndi. 'M eus ket bet tro d'adwelet
anezhañ. Kuzh eo a-drek ur voger uhel-uhel a weler er straed a ya eus
plasenn ar republik da lein an dosenn a sko war-zu al Loc'h.
Ur
gaer a wezenn vras magnolia a weler a-us d'ar vur. "Petit Chateau" a
vez graet eus an ti-se. N'ouzon dare eus orin d'an anv-se.
Er
c'hrenn-amzer e save amañ ur pezh mell kastell-kreñv hag a van ur maen
bennak anezhañ c'hoazh. Dalc'het soñj ganin dreist-holl eus ur viñs
strizh ha kevrinus, anezhañ peg ouzh ar ramparzh. Diskenn a ra dre
borzh un ti kozh betek rue du Chateau.
Mont a raen gantañ pa vezen kaset d'ober troioù d'ar stalioù a oa en traoñ e-tal ar pont.
An dud a blij dezho ar gwez a yelo da vale a-hed lein an dosenn. Eno e
welint melloù tilh, gwez kistin-bourdell, ... a-grap da naou sonn ar
"falaise" (1)..
Plijus eo ivez bale gant ar seurt mailh a ya a-hed ar ster en traoñ
d'ar c'hoad. En naontekvet kantved e voe kempennet. Emichañs, d'ar
c'houlz-se, pa ne oa ket c'hoazh eus an TV, e teue amañ poblañs an
Alre, pennoù bras ha re vunut mesk-ha-mesk, d'ober o fourmenadenn-sul.
war gaout traoñ ar ster, a-drek pont ar gourhent, emañ
lise-liorzhiñ Kerplouz


e bark kaer a zo bourrus bale ennañ ivez.
Tud an troioù-bale a c'hello mont ac'hano gant ar wenodenn "grande randonnée" a ya en-dro d'ar "Mor Bihan".
(1) 'M eus ket kavet c'hoazh petra 'vez graet e brezhoneg eus ur "falaise" a ya a-hed ur ster.




Commentaires