« novembre 2007 | Accueil | janvier 2008 »

berz-vutuniñ : interview eus ar re ankounac'haet

Tra ma tosta deiz ar verz-vutuniñ en tavarnioù ez eus mui-ouzh-mui a c'helaoua diwar he fenn en TV. Klevet  e vez ostizioù ha butunourien o vezañ goulennataet hag ar re-se a zo droug enno evel-just. Klevet 'm boa ivez ur medicin bennak o tiskouez pegen dañjerus e vez alaniñ en ostalerioù d'ar c'houlz-mañ. N'em eus klevet den o c'houlennata Yann divutuner. Ha-me unan anezho. Setu 'm eus savet ur goulenn bennak d'am roched : ...

Lire la suite "berz-vutuniñ : interview eus ar re ankounac'haet" »

Sapre Chirac !

Emañ ar paotr o foetañ bro en Afrika e anv e fondasioñ, bet savet gantañ a-nevez. Dec'h 'm boa klevet anezhañ en TV o tibun he falioù.

Emañ ar sikour d'ar yezhoù-rannvro en o zouez ! Peadra d'an den da chom war e gement-all. Ha darn eus ar gudenn e Frañs e oa Chirac pa oa prezidant. Darn eus an diskoulm ne oa ket.

Daoust hag-eñ en deus cheñchet Jakez penn d'ar vazh ?

Ur bloaz bennak zo, e oamp o veajiñ er "Vro-C'hlas" (Groenland). Tennet e oa ma sell gant ur pennad en ur gazetenn eus ar vro. Kontet e oa beaj dileuridi an Inuited e Frañs. Degemeret e oant gant Chirac e Palez an Elize. Bodet e oa pobloù bihan-all ganto war an dro, da-geñver ur c'hendalc'h anezho. Entanet e oant. Ha setu divizet gant ar Vro-C'hlasiz pediñ anezhañ da visitañ o bro.

Peorion-kaezh Inuited, ma vije bet ho pro dindan gouarnamant Frañs e-lec'h Danmark, daoust hag ho yezh a vije o vont war-raok adarre evel emañ bremañ...

Ho mandarinenn a zo karget a danvez pistri (4)

Blaz an Nedeleg zo warno. Hag e vez bremañ ar gourmarc'hadoù leuniet o stalioù gant ar frouezh orañj bihan-se. Hag i karget a louzoù amprevaned...

Lire la suite "Ho mandarinenn a zo karget a danvez pistri (4)" »

Aet Yama Rade e gouez

Aet revr Yama war he chouk uhelloc'h eget he divskoaz.

Lire la suite "Aet Yama Rade e gouez" »

Ez an d'am flijadur

Dsc00471_r Park ha Kastell Plaisir (78) hiziv d'an abardaez. Erru amañ ar gwall amzer eus Breizh. 


Lire la suite "Ez an d'am flijadur" »

Jalna

Liamm: Jalna.

 

Dsc00063_jalna_r Graet "Jalna" eus o zi evel ar familh "Whiteoak".

Ar seurt traoù a vez o lakaat ac'hanon da hiraezhiñ.

Euronews, le gallois et le breton - Conseil culturel de Bretagne / Kuzul sevenadurel Breizh

Lien: Euronews, le gallois et le breton - Conseil culturel de Bretagne / Kuzul sevenadurel Breizh.

Euronews-copie-1.jpgAbaoe dec'h e vez skignet hag ad skignet war Euronews ur film diell e saozneg, kastilhaneg, italianeg, nederlandeg, portugaleg, a geñver stad ar brezhoneg ha stad ar c'hembraeg. Diskouezet e vez bro-c'hall evit nompas bezañ kenstaget Diwan en deskadurezh stad, evit chom hep harpañ ar c'helenn brezhoneg en un doare efedus, hag evit bezañ chomet hep kadarnaat karta Europa evit ar yezhoù. En un atersadenn e Kemper, Tangi Louarn, Prezidant Eblul-Frañs ha bez-prezidant KSB a zispleg en deus krouet Bro C'hall "citoyens de seconde zone". Sekretour meur Kuzul Europa a c'halv evit ma vefe doujet an holl vinolerezhioù en Europa gant an ensavadurioù.

Galloudusoc'h atav

Emañ bremañ dalc'het saloñs-maoraerezh.  Pe e oa en deizioù-mañ. Ur souezh eo din gouzout e vez galloudusoc'h-galloudus kefluskeroù ar bigi-dre-dan a vez gwerzhet evit dudi an dud. Kaer en deus priz an eoul-maen mont war gresk ha planedenn ar planed-douar bezañ mui-ouzh-mui en arvar, e vefe muioc'h-mui a dud hag a bren ar seurt bigi. Unan anezho, eus an Oriant, bet aterset gant an Telegram a lâre ne oa ket prest da ehan. Evit e zudi eo ha bep week-end ez a war ar mor.

Liamm : Le Télégramme - Economie - Salon nautique. La course à la puissance. (Gant paeañ)

Brezhoneg er skolioù kentañ derez: Nann d’ar programmoù nevez!

Liamm: Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg

Kemennadenn digant an UGB :

"Deuet zo er maez programmoù spontus evit kelenn ar yezhoù “rannvroel”. Gant programmoù ar seurt-se n’haller ket kaout spi ken e roll ar skol en diorren ar brezhoneg. Ar palioù lakaet enno a sikouro ar brezhoneg da vervel didrouz kentoc’h evit lakaat ar yezh da vont war-raok. Gervel a reomp an holl a gar o yezh da nac’hañ an destenn-mañ."

Mont war lec'hienn UGB da sinañ ar skrid-goulenn

Kenstrivadeg lochoù

Da geñver Sizhun ar Saverezh-tiez e oa aozet ur genstrivadeg lochoù evit ar vugale gant Ti Saverezh Breizh ...

Lire la suite "Kenstrivadeg lochoù" »

ar brug hag al lann