« Sapre Chirac ! | Accueil | bloavezh mat 2008 »

berz-vutuniñ : interview eus ar re ankounac'haet

Tra ma tosta deiz ar verz-vutuniñ en tavarnioù ez eus mui-ouzh-mui a c'helaoua diwar he fenn en TV. Klevet  e vez ostizioù ha butunourien o vezañ goulennataet hag ar re-se a zo droug enno evel-just. Klevet 'm boa ivez ur medicin bennak o tiskouez pegen dañjerus e vez alaniñ en ostalerioù d'ar c'houlz-mañ. N'em eus klevet den o c'houlennata Yann divutuner. Ha-me unan anezho. Setu 'm eus savet ur goulenn bennak d'am roched : ...

G :  Ha petra eo ho soñj a-zivout ar verz-vutuniñ en tavarnioù ?
R :  Laouen on rak tamm ha tamm em boa dilezet salioù mogedet an ostalerioù. Evañ a ran ma banne ouzh an daol-evañ ha kuit buan.

G : Aon o deus an ostizien e vefe kollet pratikoù ganto gant al lezenn-se.
R : Da gentañ e vo kollet butunerien zo sur-mat. Met darn anezho a zistroio emichañs. Bezañ e vo ivez tud eveldon hag a zeuio adarre. War an hir termen, n'haller ket lavaret c'hoazh petra a c'hoarvezo : pe e vo kollet muioc'h a pratikoù eget ne vo gounezet pe ar c'hontrol.
A-hent-all an dud a c'hallo mont da ostiz pe da vevel-ostaleri hep lakaat o buhez en arvar... ma ne drinkont ket re alies gant o fratikoù evel-just !

Commentaires

Flux Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux de commentaires pour cette note.

Nedeleg Laouen.

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann