Ho mandarinenn a zo karget a danvez pistri (4)
Blaz an Nedeleg zo warno. Hag e vez bremañ ar gourmarc'hadoù leuniet o stalioù gant ar frouezh orañj bihan-se. Hag i karget a louzoù amprevaned...
... Ar mandarin bet louzaouet o fel a vez intret o c'hig gant al louzoù-glizh (1). Kement-se zo diskouezet gant Ökotest, anezhi gelaouenn-veveziñ (2) Alaman.
Testet eo bet ganti mandarin eus 10 gourmarc'had ha 2 stal ekolojik.
Ar gwellañ da gentañ : Ar frouezh savet en-ekolojik a c'hell an den chaokat o c'hig chugonus hep kaout aon rak restachoù eus danvez chimik.
Setu echu gant ar pep gwellañ. Ar mandarin eus an 10 gourmarc'had a oa saotret o diabarzh gant al louzoù. Daoust d'ar re-mañ bezañ bet lakaet war ar pel e oant deuet a-benn d'en em silat e korf ar frouezh.
Unan eus an dek lodenn-se, anezhi eus chadenn hard-discount Aldi, a oa dilezenn he gwerzhañ, ken doues (3) e oa an danvez-pistri (4) e-barzh ar frouezh. N'eo ket brav d'ar paour-kaezh-tud, dister o leve, a zo ret dezho mont d'ar seurt stalioù !
Teir lodenn hepken a oa dereat
(1) produit de traitement par pulvérisation ?
(2) revue pour consommateurs
(3) dense (scient.)
(4) matière toxique

Commentaires