« Jalna | Accueil | Aet Yama Rade e gouez »

Ez an d'am flijadur

Dsc00471_r Park ha Kastell Plaisir (78) hiziv d'an abardaez. Erru amañ ar gwall amzer eus Breizh. 


Dsc00472_r Plijus ar bourmenadenn memestra.




Dsc00478_r Pa n'eus delvenn ebet evel honnezh, n'eo ket ur gwir bark-kastell, neketa ?




Un tamm iskiz e kavit an anv-kêr-se "Plaisir" emichañs. Diouzh 'm eus klevet lavaret e oa o chom amañ mestrez ur roue Frañs. Hag eñ o lâret "ez an d'am flijadur" paz ae da welet anezhi. Setu graet "plaisir" eus al lec'h.
Diane eus Poitiers a oa bet o chom er c'horn-bro-mañ. Marteze hi an hini eo e oa kaoz anezhi!

O vezañ ma oa kontez Montfort (L'Amaury) Anna Vreizh, e oa Plaisir en he dalc'h. Setu-ni e Breizh en ur mod memestra.

Commentaires

Flux Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux de commentaires pour cette note.

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann