« Louis Jouvet ha Villiers-le-Bel | Accueil | Kenstrivadeg lochoù »

Google o postiñ arc'hant en enerjioù a c'heller adneveziñ

Google a zo stank e velloù kreizennoù-servijerien (*), dreist-holl er Stadoù-Unanet. Ar re-se a vevez kalz a dredan.

Hag er SU e vez an hanter eus an tredan produet gant kreizennoù-glaou. Setu ur bern CO2 laosket en aer. N'eo ket dereat  d'un embregerezh a falvez dezhañ diskouez an hent war-du bed an teknologiezhoù nevez.

Setu Google o postiñ arc'hant da broduiñ tredan en un doare padus. Un tamm iskiz eo ar c'heloù-se memestra o vezañ ma n'eo ket e vicher d'an embregerezh-se.

Da gentañ e vo graet klask da gavout hentoù nevez ha marc'had-mat d'ober gant danvezioù a c'heller adneveziñ ha na laosk "gaz à effet de serre" ebet.

Bon ! Mard emañ Google o reiñ lañs d'ar "business"-se ez eus digarez da soñjal e vo gounezet arc'hant. Gantañ d'an nebeutañ, rak barrek d'hen ober eo bet e renerien betek-henn !

Liamm : Le Figaro.

(*) centres de serveurs

Commentaires

Flux Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux de commentaires pour cette note.

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann