Aet Yama Rade e gouez
Aet revr Yama war he chouk uhelloc'h eget he divskoaz.
N'on ket evit ampech d'ober gant an dro-lavar-fentus-se da lavaret eo aet ar plac'h e gouez ouzh Nikola, ankounac'haet gantañ deiz ar gwirioù mab-den. Hiziv e tlije bezañ deiz Yama. Deiz Omar ne dlije ket bezañ !
A-du on ganti. Iskis e kavan an dra-se. Ha me o c'houzout abaoe hiziv hepken peseurt deiz omp. N'em boa klevet lavaret netra digant ar mediaoù. Setu ankounac'haet arouez an devezh-mañ gant gozig an holl, war a seblant.
Ha me a garfe e vefe an deiz-se un digarez da brederiañ war stad ar gwirioù mab-den e Frañs. Marteze e soñj da bennoù-bras Bro-C'hall n'eus ket ezhomm d'hen ober!

Commentaires