« Ho mandarinenn a zo karget a danvez pistri (4) | Accueil | berz-vutuniñ : interview eus ar re ankounac'haet »

Sapre Chirac !

Emañ ar paotr o foetañ bro en Afrika e anv e fondasioñ, bet savet gantañ a-nevez. Dec'h 'm boa klevet anezhañ en TV o tibun he falioù.

Emañ ar sikour d'ar yezhoù-rannvro en o zouez ! Peadra d'an den da chom war e gement-all. Ha darn eus ar gudenn e Frañs e oa Chirac pa oa prezidant. Darn eus an diskoulm ne oa ket.

Daoust hag-eñ en deus cheñchet Jakez penn d'ar vazh ?

Ur bloaz bennak zo, e oamp o veajiñ er "Vro-C'hlas" (Groenland). Tennet e oa ma sell gant ur pennad en ur gazetenn eus ar vro. Kontet e oa beaj dileuridi an Inuited e Frañs. Degemeret e oant gant Chirac e Palez an Elize. Bodet e oa pobloù bihan-all ganto war an dro, da-geñver ur c'hendalc'h anezho. Entanet e oant. Ha setu divizet gant ar Vro-C'hlasiz pediñ anezhañ da visitañ o bro.

Peorion-kaezh Inuited, ma vije bet ho pro dindan gouarnamant Frañs e-lec'h Danmark, daoust hag ho yezh a vije o vont war-raok adarre evel emañ bremañ...

Commentaires

Flux Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux de commentaires pour cette note.

Interesus bras ar pennad-se. Mersi deoc'h, Yann.
Christian

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann