« Hotel du Blavet | Accueil | hanter c'houllo »

Ar "sivilizasion"

Emañ Sarko gant ar "sevenadurezh" (*) eta. Evel-just ez eus kazetennerien hag a gav dezho eo leun a vosac'h pe bompus an tamm doare nevez-se. Setu ar paotr Guaino, an hini a skriv e brezegennoù d'ar prezidant, oc'h en em zifenn hag eilgerañ en doa kavet ar meizad-se er skridoù an Aotrou Edgar Morin.
M'eus ket klevet lavaret e vefe bet anv eus BlogYann gantañ :-) Pec'hed eo ...

... peogwir e oa bet embannet amañ pennadigoù diwar-benn Edgar Morin, pell zo dija :

gwirionez pe wirionez

savet jeu etre ar gerioù

degemer al luzierezh

Evit gwir on intereset kentoc'h gant ar pezh a lavar EM a-zivout al luzierezh (**) eget gant ar pezh 'm eus lennet digantañ diwar-benn ar sevenadurezh.
Pa gomz eus homañ diwezhzañ e veul patrom Frañs abalamour da Frañs da vezañ "heñvelaerez" (***), pezh ne blij ket kalz d'ar Breton zo ac'hanon evel-just.
Daoust ha levezonet eo bet Sarko-Guaino gant al luzierezh mod EM ivez ? Me a gav din, abaoe ma  'm eus lennet er Figaro ur pennad gant Alain-Gérard Slama hag a lavar e kred Sarko e c'hell ober un dra hag he c'hontrol war an dro ! Ur paotr goude-modern (****) e vefe.

(*) civilisation
(**) complexité
(***) assimilatrice
(***) postmoderne

Commentaires

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann

Furnez an dud

Liv an amzer e Breizh

Keloù digant an ABP