« Ar "sivilizasion" | Accueil | Petra zo c'hoarvezet gant hor peorion ? »

hanter c'houllo

Meur a wech on tremenet e-biou d'an ostaleri-se ha me bet dalc'het er-maez gant gwel ar vogedenn fetis a oa e-barzh.
Hiziv, digoumoul an oabl, ez an tre.

Emañ an daol-evañ prenn, tuzum an tamm anezhi, etre ar palierad kazetennoù hag hini butun. Mont a ran d'he fenn diac'hub. Er penn-all, an ostiz an hini, paotr postek anezhañ, uhel e vouezh, startijenn dezhañ, a ren ar gaoz gant an dornad pratikoù. Treiñ a ra e sell war ma zu en un ober ur sav d'e benn. Peuzyouc'hal a ran ma goulenn banne.
Diwar ma flas e taolan ur sell ouzh an dud  a-hed an daol. Daoust penaos emaint o c'houzañviñ diouer o sigarettenn. Unan a zalc'h e hini dienaou en e zorn. Kement a betra a dalv ar jestr-se ? Gwell a ran unan all o tennañ e beadra butuniñ er-maez eus ur sac'hig plastik. Ober a ra e sigaretennoù e-unan war a seblant. Krog eo d'ober unan bremañ. Lakaat a ra anezhi etre e vuzelloù hag enaouiñ e zirenn. Ha me, pront evel Leoniz, siwazh, o c'helver warnañ ! Hag eñ badaouet oc'h estlammañ :
- Ho tigarez ! Ankounac'haet-krenn em boa !
Keuz 'm eus d'am divegamant.
- Ho tigarez ! Emezon. N'eo ket din da sachañ hor evezh !
- Ken boas e vezan d'ober, c'hwi a oar ! emezañ. Pezh zo drol : pa vezan en ospital ma vez prederiet ma c'hrign-bev ne vezan ket laket diaez, tamm ebet, o chom hep butuniñ.
- Ya ! Abalamour d'ar boaz an hini eo ! Eme e amezeg. - Ha me a zo ret din divutuniñ pe e varvin. Bet on en ospital ivez ha bet digoret. En arvar eus an nefrit emaon.
Un tammig diwezhatoc'h e lavaro hemañ e ya betek tri fakad Gitannes gantañ bemdez.
Mont a ra ar gaoz etrezomp ur pennadig c'hoazh. Hag int paotred dudius o c'haoz daoust d'o flanedenn.
Kerkent hag echu o banne bier ganto, ez eont kuit. Er-maez d'o butun 'm eus aon.
P'emaon er-maez d'am zro, e teu d'am spered un dra hag a voe lavaret din un deiz :
"C'hwi a zo 'gwerennad hanter c'houllo' !"
Gant ur penn-bras-bras an hini eo e oa lavaret an dra-se din. En embregerezh e oan o labourat ennañ. Setu-me nec'het an tamm ac'hanon, me 'lâr deoc'h ! Gwell a se din em boa kavet war-lerc'h ar pezh a skriv an aotrou John Kay, Skosad anezhañ, diwar-benn ar strateji :
"ober e vat eus e berzhioù-mat pe zigalzañ e nerzh o reizhañ e sioù fall eno emañ an dalc'h".

Commentaires

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann

Furnez an dud

Liv an amzer e Breizh

Keloù digant an ABP