« bloavezh mat 2008 | Accueil | Ar "sivilizasion" »

Hotel du Blavet

Daou vloaz zo, pe war-dro, en ur vont war-gaout Roazhon, sac'het gant ar barrad erc'h a oa o kouezhañ war ar Vro, o klask bod e Kreiz-Breizh da serr-noz, e voen laouen o kavout Hotel du Blavet e Gwareg.

Darbet e oa din bezañ sac'het gant ar riell war dro Lokarn. Ne felle ket din e tegouezhfe kement-all adarre din, diouzh an noz, war an hent didud. Daoust d'ar gambr bezañ ker a-walc'h e kemeris anezhi.  "Ouzh ret n'eus harz ebet". Kavout a rafen unan bennak marc'had-matoc'h an deiz-war-lerc'h. Pa c'houlennas plac'h ar "resepsioñ" ganin pegeit e chomfen e respondis ne ouien ket : "Diouzh an amzer e vo gwelet. Mard on sac'het c'hoazh gant an erc'h."

Kozh a oa aet an ti. Seurt a laka ac'hanon diaes a-walc'h gant aon rak an tan-gwall. Dudius e oa memestra gant an arrebeuri vreton er c'hambroù, ar c'hoatajoù hag ar mein-benerezh er sal-debriñ hag er bar. Stumm a oa warnañ da vezañ bet a-feson.

Bet e oa ur c'houlz ma oa pratikoù a-walc'h emichañs, n'eus ket keit-se marteze. A-drugarez da hent Roazhon-Kastellin a dremen e-biou ha d'an hoal eus al lec'hiennoù a zo er vro : Traoñ Blawezh, Kanol Brest-Naoned, Abati ar Repoz, Koad Kenekañ ... ha kement zo ...

Mard e oa dister a-walc'h ar gwel kostez an hent braz a dremen dre greis-kêr, e oa kaer war du an tamm Ster Blawezh, an ti-kêr gant e liorzh kempennet brav hag an iliz. Emañ ar ganol hag e halaj war-hed taol. 

Kartenn ar sal-debriñ a ziskoueze c'hoant da zedenniñ pratikoù eus an dibab.

An deiz war-lerc'h beure ez is d'ober un dro er bourg betek ar ganol.

Bon! ... Plijout a rae din an daou, diegi am boa kemer penn an hent diouzhtu gant an erc'h. Lavaret a ris eta da blac'h ar resepsioñ e chomen un devezh c'hoazh. Tridal a reas an tamm anezhi gant ar blijadur. Setu-me sur e oa start an traoù.

E-kerzh an devezh, goude bezañ tremenet ur pennad etre koadajoù ar bar, ez is d'ober un tamm bale a-hed ar ganol betek Abati ar Repoz.
Ur wezenn gaer bennak a zegemer   ar baleer pa zegouezh gant an halaj o tont eus Gwareg.

Didud an halaj ...

...nemet ur pesketaer a deurvezas bezañ skeudennet. 

Savet e voe an abati gant ar Rohaned evit ma vefent douaret en e borzh bered. Adkempennet e vez gant kevredigezh an Itron ar Moign, startijenn ganti, a ra war dro AIKB ivez, ur gevredigezh all a sikour ar Vreizhiz veur da "integriñ" e Kreiz-Breizh.

Mont a ris d'an davarn e-kichen ar skluz da evañ ur banne te tomm. E diabarzh an ti eo dalc'het pep tra , ar siminal, an arrebeuri, evel ma oa gwechal.
"Feurmet e oa dimp gant ma ne vefe kemmet tra" eme an ostiz din.

Un taol lagad c'hoazh d'ar c'hoajoù sklerijennet gant heol en abardaez ha dont war ma c'hiz.

Pa voen distro el leti, en em gavis gant an ostizez. un 50 pe 60 vloaz dezhi. Toullañ kaoz a reas ganin. N'em eus ket soñj eus danvez ar gaozeadenn, nemet he doa lavaret din e oa o chom e-kichen Karnak.

Un nebeud mizioù pe vloaz diwezhatoc'h, pa oan o tremen adarre e-biou Hotel du Blavet e welis e oa serret da vat.

Daoust hag-eñ ez eus bet graet freuz-stal pe "lakaet an alc'houezh dindan an nor" gant an ostized.

Da geñver dizoloadeg an teñzor kelt-se e Lanniskad, emaon o paouez lenn er gazetenn emeur o sevel ur gourhent a ray tro da Wareg. A-benn ur pennad amañ eta e vo nebeutoc'h a dremeniri er kreis-kêr ha nebeutoc'h a dud o klask bod evel-just.

Skeudennoù all a vo kavet amañ :

Commentaires

Flux Vous pouvez suivre cette conversation en vous abonnant au flux de commentaires pour cette note.

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann