« hanter c'houllo | Accueil | Bleunioù ar goañv »

Petra zo c'hoarvezet gant hor peorion ?

Emaon o paouez lenn ur pennad er Figaro diwar-benn darempredoù etre Afrika ha Bro Gina : “Pennoù-bras Afrika boemet gant Bro Gina". N'eus ket pell ...

... pa veze komzet eus Broioù India ha Kina e veze gant druez eo. Tud an ONGoù an hini a oa pedet da zont d'an TV pa veze anv anezho. Hag e veze diskleriet gant armerzhourienn zo pegen fall e oa an hollvedelekaat (*) dezho.
Goude ar berzh bet graet gant armerzh an div vro-se, ez eus bet cheñchet penn d'ar vazh. Gant armerzhourien-all emañ ar gaoz bremañ, ar re a zo a-du gant ekonomiezh ar marc'had. Aet hon truez da sañtimanchoù-all : aon, doujañs, goanag, pe me oar me ...
Ha broioù Afrika a sell bremañ ouzh ar reter pellañ da gavout patrom o diorren. Erru int skuizh gant ar C'hornog, e aluzenn hag urzhioù eus Bank ar Bed hag eus an FMI.
Evel-just ez eus dienez e-leizh c'hoazh e Broioù India ha Kina. Mes ne gav ket deomp ken, ez eo deomp d'ober war he zro.
N'eo ket ur paour-kaezh an Aotrou Mittal ken. Gwall baotr an arc'hant bras, ne lavaran ket !
(*) mondialisation

Commentaires

Poster un commentaire

Si vous avez un compte TypeKey ou TypePad, merci de vous identifier

ar brug hag al lann

Furnez an dud

Liv an amzer e Breizh

Keloù digant an ABP